Hazebroek

Hazebroek
Panell degemer: "Hazebroek e Flandrez".
Panell degemer: "Hazebroek e Flandrez".
Ardamezioù
Anv izelvroek Hazebroek
Anv gallek (ofisiel) Hazebrouck
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Hauts-de-France
Departamant Norzh
Arondisamant Dukark
Kanton Hazebroek (pennlec'h)
Kod kumun 59295
Kod post 59190
Maer
Amzer gefridi
Bernard Debaecker
2014-2020
Etrekumuniezh Communauté de communes de Flandre intérieure
Lec'hienn web http://www.ville-hazebrouck.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 21 464 ann. (2020)[1]
Stankter 1 659 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
50°7′33″N 3°24′45″E
Uhelderioù bihanañ 103 m — brasañ 138 m
Gorread 12,94 km²


Hazebroek en izelvroeg, Oazebroeke e flandrezeg kornôgel, anv ofisiel: Hazebrouck, a zo ur gumun hag ur gêrig eus Flandrez Frañs (departamant Norzh).

XXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezelioù:

  • adalek Gwengolo 1917 betek Gwengolo 1918 e voe kanoliataet ha bombezet Hazebroek gant an Alamaned, seizh den nann-soudard a varvas en Hazebroek pa voe bombezet ar gêr d'an 13 a viz Kerzu 1917[2] ;
  • roet e voe ar Groaz Brezel 1914-1918 d'ar gumun e 1919[3];
  • 619 anv a weler ouzh Monumant ar re varv er vered, 459 den a varvas abalamour d'ar Brezel-bed kentañ, 219 en Eil Brezel-bed, pevar e Brezel Indez-Sina ha pevar e Brezel Aljeria[4];
  • d'ar 27 a viz Mae 1940 ec'h erruas al lu alaman en Hazebroek[5];
  • bombezet e voe ar gêr meur a wezh gant ar Re Gevredet abalamour d'he forzh-houarn e-pad an Eil Brezel-bed, ur yoc'h tud, ha kalz implijidi an hent-houarn en o mesk, a voe lazhet gant ur vombezadeg d'ar 4 a viz Gwengolo 1943;
  • d'an 30 a viz Eost 1944 e voe fuzuilhet Émile Verlyck, e bevar mab ha daou baotr yaouank all gant an Alamaned;
  • dieubet e voe Hazebroek gant ar 1añ Rannlu Poloniat d'ar 5 a viz Gwengolo 1944[6].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Tiez e kreiz-kêr.
  • Iliz katolik Saint-Éloi.
  • Iliz katolik Santez Anna.
  • Kouent an Aogustined.
  • Ramzed.

Beredoù-brezel ar C'hommonwealth

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bered ar C'hommonwealth : Cinq Rues British Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Alamagn 2
Rouantelezh-Unanet 225
Hollad 227

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Implijet e voe ar vered da gentañ penn gant unanadoù stourm ha gant klañvdioù-brezel eus an 29vet Rannlu adalek miz Ebrel 1918 betek miz Eost evit douarañ ar vilourion bet marvet e-pad an argadenn alaman en nevez-hañv 1918. Treset e voe gant Noel Ackroyd Rew[7].

Bered ar C'hommonwealth : Hazebrouck Communal Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Aostralia 50
Frañs 1
Indez 12
Kanada 59
Rouantelezh-Unanet 726
Zeland-Nevez 30
Hollad 878

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Implijet e voe bered ar gumun gant meur a Casualty Clearing Station (ospitalioù-tachenn) , diazezet en Hazebroek adalek miz Here 1914 betek miz Gwengolo 1917. Dalc'het e voe d'ober gant bered ar gumun betek miz Gouere 1918. Abalamour d'ar fed ma voe kanoliataet ha bombezet Hazebroek adalek Gwengolo 1917 betek Gwengolo 1918 e voe tennet an ospitalioù-tachenn. E mizioù Gwengolo hag Here 1918 avat e voe staliet an No.9 British Red Cross Hospital er gêr. E penn-kentañ e voe douaret ar soudarded e mesk bezioù an dud nann soudard. Goude an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918 e voent bodet holl e tachenn bezioù ar C'hommonwealth. Enni emañ bez ur soudard kanadian eus ar 1st Canadian Reserve Park (Canadian Army Service Corps) bet lakaet d'ar marv evit muntr e miz Eost 1916[2].

Bered ar C'hommonwealth : La Kreule Military Cemetery

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro Niver a soudarded
Afrika ar Su 41
Aostralia 78
Alamagn 12
Frañs 1
Kanada 2
Rouantelezh-Unanet 455
Hollad 589

Ur vered ag ar Brezel bed kentañ eo. Digoret e voe e miz Ebrel 1918 gant ar 1st and 2nd Australian Casualty Clearing Stations deut eus kêriadenn Outtersteene e Belle abalamour d'an araokadenn alaman, hag ar 17th, deut eus Lijssenthoek e Poperinge. An tri ospital-tachenn-mañ, dindan an anv-stroll "Ana Jana Siding", a voe staliet en norzh da La Kreule. E kreiz miz Ebrel e rankjont kilañ da Blendecques, e-kichen Saint-Omer. Adalak neuze e voe implijet ar vered gant unanadoù stourm ha gant unanadoù kanolierezh. E miz Here 1918 e teuas ar 17th Casualty Clearing Station da Hazebroek en-dro gant an 8th hag ar 64th. Serret e voe ar vered e dibenn miz Here. Enni emañ douaret ur soudard iwerzhonat eus ar 2nd Bn. Leinster Regiment bet lakaet d'ar marv e miz Eost 1918 evit bout dizertet. Treset e voe ar vered gant Sir Herbert Baker[8].

Hentoù-houarn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • En Hazebroek e tispartie al linennoù hent-houarn Lille-Dukark, bet digoret e miz Gwengolo 1848, ha Lille-Calais, bet savet e 1861. Er bloaz-se e voe savet an ti-gar da vat. Hentoù-houarn arall a liamme Hazebroek ouzh Meregem, Poperinge hag Ieper.

Emdroadur ar boblañs 1793-2011

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

[9]

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2014 → bremañ Bernard Debaecker tu-dehou, distrollad
2008 2014 Jean-Pierre Allossery Strollad Sokialour Gall Kefridiad tiriadel, Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Norzh
Even 1995 2008 Paul Blondel tu-dehou, distrollad Frammour bank war e leve, Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Su
Meurzh 1983 Even 1995 Maurice Sergheraert tu-dehou, distrollad Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Su
Meurzh 1971 Meurzh 1983 Amand Moriss Strollad Sokialour Gall Ensellour an tailhoù, Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Norzh
1953 Meurzh 1971 Henri Desbuquois MRP Greantelour
1945 1953 Auguste Damette gaolour Embregour,

Kuzulier departamant Kanton Hazebroek-Norzh

1944 1944 Joseph Élie Plateel SFIO Implijad an hentoù-houarn
1944 1944 Jean Fruquet Kelennour
1933 1944 Joseph Élie Plateel SFIO Implijad an hentoù-houarn
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Ar marc'h-houarnour Cédric Vasseur a zo bet ganet en Hazebroek d'an 18 a viz Eost 1970.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 WW1 French cemeteries
  3. Pages 14-18
  4. Monumant ar re varv
  5. www.lavoixdunord.fr d'ar 6 a viz Gwengolo 2012
  6. Histoires du Nord
  7. WW1 French cemeteries
  8. WW1 French cemeteries
  9. Cassini, EBSSA ha