Heinz Linge (23 a viz Meurzh 1913 e Bremen - 9 a viz Meurzh 1980 e Hamburg) a oa mevel-ofiser personel Adolf Hitler.
Heinz Linge a oa mevel a gambr ha mevel-ofiser Hitler er Wolfsschanze e Rastenburg er penn-kentañ, hag e dibenn ar brezel en doe ar memes kargoù er Führerbunker e Berlin. Kas a rae ar c'hemennadennoù embannet gant Hitler pe ar re bet savet evitañ, hag ec'h ambrouge an dud a zeue da welout ar Führer. Labourat a reas betek an devezhioù diwezhañ ma vevas Hitler hag e voe e-touez ar re ziwezhañ o kuitaat ar bunker goude marv ar Führer e miz Ebrel 1945. Tapet e voe Linge gant soudarded an Arme Ruz hag e chomas prizoniad-brezel betek 1955.
Er film Der Untergang (2004) ez eo an aktor Thomas Limpinsel a c'hoari perzh Linge.
|