Fedoù-sellout Marevezh J2000.0 | ||
---|---|---|
Steredeg | Horolaj | |
Uhelder | 02h 42m 31.65s | |
Hedred | -50° 48' 12.3" | |
Sked hewel (V) | +5.40 | |
Perzhioù | ||
Renk spektrek | G0Vp | |
B-V Indeks livek | 0.57 | |
U-B Indeks livek | ? | |
Doare a steredenn gemmus | ket | |
Astrometriezh | ||
Tizh a-gostez (Rv) | 15.5 km/s | |
Tizh (μ) | RA: 333.73 mas/bloaz Dec.: 219.21 mas/bloaz | |
Parallaks (π) | 58.00 ± 0.55 mas | |
Pellder | 50.6 bg (16.8 pk) | |
Sked gwir (MV) | ? | |
Munudoù | ||
Mas | 1.03 ± 0.02 M☉ | |
Radius | 1.097 ± 0.019 R☉ | |
Sked | 1.52 ± 0.05 L☉ | |
Temperatur | - K | |
Metalekder | [Fe/H] = +0.11 ± 0.04 | |
Prantad troiñ | 8.6 devez | |
Oad | 30 – 2000 milion bloavezh | |
Anvioù arall | ||
HR 810, HD 17051, GJ 108
|
Ur steredenn velen heñvel a-walc'h ouzh an Heol eo Iota Horologii. Er steredeg an Horolaj emañ, war-dro 50 bloavezh-gouloù diouzh an Douar. An hevelep mas hag an Heol he deus met 50% skedusoc'h eo. Un damramz e veze graet diouti gwechall met an darn vrasañ eus ar glaskourien he renk e-touez ar steredennoù korr bremañ. Ur steredenn GO he rummad eo.
N'eus anv hengounel ebet gant Iota Horologii rak ne c'heller he gwelout nemet eus an hanterzouar-Su.
He c'hromosfer a zo oberiusoc'h eget hini an Heol, ar pezh a c'hellfe talvezout eo Iota Horologii yaouankoc'h egetañ. Ar steredenn dostañ ouzh Iota Horologii eo Chi Eridiani, ur steredenn ramz 7,3 bloavezh-gouloù diouti.
Un ezplanedenn a oa bet kavet war-dro Iota Horologii e 1998, Iota Horologii b, hec'h anv. Treiñ a ra tro-dro da Iota Horologii e 311 deiz hag ur mas eus 1,94 Yaou he deus d'an nebeutañ.
Planedenn (A-ziwar ar steredenn) |
Tolzenn (MJ) |
Period (devezh) |
Radius krenn (UA) |
Ezkreizegezh |
---|---|---|---|---|
b | >1.94 ± 0.18 | 0.91 ± 0.104 | 311.288 ± 201 | 0.24 ± 0.07 |
Tost ouzh harz diabarzh ar c'helchiad annezus emañ Iota Horlogii b, met zoken ma'z eus loarennoù ganti - ar pezh n'eo ket sur - re c'hor int moarvat da gaout buhez warno.
Er romant skiant-faltazi Iota Cycle gant Russel Lutz eo trevadennet ha douarekaet Iota Horologii. Er romant-se he deus Iota Horologii c'hwec'h planedenn, Iota Horologii b an eil.