Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stad Palestina |
Anv e yezh-vamm an den | إسماعيل عبد السلام أحمد هنية |
Anv-bihan | Ismail |
Anv-familh | Haniyeh |
Deiziad ganedigezh | 29 Gen 1962, 1962, 29 Gen 1963, 8 Mae 1963, 1963 |
Lec'h ganedigezh | Al-Shati refugee camp |
Deiziad ar marv | 31 Gou 2024 |
Lec'h ar marv | Tehran |
Doare mervel | muntr |
Abeg ar marv | bomb attack |
Deiziad douarañ pe deviñ | 2 Eos 2024 |
Lec'h douaridigezh | Lusail |
Pried | Amal Haniyeh |
Bugel | Abed al-Salam Haniyeh, Amir Haniyeh, Hazim Haniyeh, Mohammad Haniyeh |
Kar | Amal Haniyeh |
Yezh vamm | arabeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | arabeg, saozneg |
Lec'h orin | Al-Shati refugee camp |
Micher | politiker |
Karg | Prime Minister of the Palestinian National Authority, Prime Minister of the Palestinian National Authority, chief manager |
Bet war ar studi e | Islamic University of Gaza |
Strollad politikel | Hamas |
Relijion | Islam |
Brezel | Palestinian conflict, Israel–Hamas war |
Ezel eus | Hamas |
Bet erlec'hiet gant | Yahya Sinwar |
Darvoud-alc'hwez | International Criminal Court arrest warrants applications for Israeli and Hamas leaders, assassination of Ismail Haniyeh |
Politikerezh - Porched ar politikerezh
|
Prezidant: Mahmoud Abbas |
Ismail Haniyah (bet ganet e 1962 pe 1963 ha drouklazhet d'an 31 a viz Gouhere 2024) (arabeg: إسماعيل هنية) a zo unan eus pennoù-meur ar Hamas. Ha daoust ma n'emañ ket e-touez ar re grisañ o folitikerezh e soñj ez eo ret distrujañ Stad Israel. Goude bezañ anvet kentañ ministr e tisklêrias Haniyah ne anavezfe ket Stad Israel ha ne lakafe ket ar Hamas da zilezel an armoù. [1][2]
Dibabet e oa bet d'an 21 a viz C'hwevrer 2006 evit dont da vezañ Kentañ ministr nevez Aotrouniezh Vroadel Palestina goude ma oa aet ar maout gant re Hamas dindan an anv Listenn ar c'hemm hag an adwel er vouezhiadeg bet dalc'het d'ar 25 a viz Genver 2006. [3]
Dilennet e oa bet Haniyah da vezañ penn al listenn ha neuze e oa sklaer e c'hellfe dont da vezañ kentañ-ministr goude ma oa bet roet e zilez gant Ahmed Qourei. Goude ma tapas an Hamas ar galloud e strizhenn Gaza eo torret eus e garg d'ar 14 a viz Mezheven 2007 gant ar Prezidant Mahmoud Abbas.
Ganet e oa bet Haniyah e kamp repuidi Al-Chati e Ghaza. Repuidi e oa e dud deuet eno goude m'o doa tec'het kuit diouzh o zi en Achkelon e Stad Israel e 1948, da geñver ar Brezel arabek-hag-israelek. E 1987 e oa bet tapet gantañ e aotreegezh war al lennegezh arabek e Skol-Veur islamek Ghaza. E 1989 e oa bet bac'het e-pad tri bloaz gant Stad Israel abalamour da vezañ kemeret perzh el luskad palestinat ha kaset e oa bet en harlu da Liban goude bezañ bet leusket da vont er-maez e 1992. Ur bloaz war-lerc'h ec'h eas en-dro da c'h-Ghaza ma teuas da vezañ Rener ar Skol-veur islamek.
E 1997 e oa bet divac'het Cheic'h Ahmed Yasin, penn speredel Hamas, ha dilennet e oa bet Haniyah neuze da ren war e aferioù. E miz Gwengolo 2003 e oa bet gloazet gant ur vombezenn bet kaset gant aerlu Israel da glask lazhañ pennoù ar Hamas. Mont war greñvaat ec'h eas e garg er Hamas e-doug Intifada Al-Aqsa dre m'en em gleve mat gant Yasin hag ivez abalamour ma oa bet lazhet kalz a bennoù eus ar Hamas gant surentez Israel.