Jean Émile Laboureur, bet ganet Émile Laboureur en Naoned d'ar 16 a viz Eost 1877 ha marvet e Kerfalher e-kichen Pennestin (Mor-Bihan) d'ar 16 a viz Mezheven 1943, a oa ul livour, un tresour, un engravour hag ur skeudennaouer breizhat.
Gounezet en devoa brud dre skeudenniñ kalz levrioù : 1 748 engravadur en deus graet, en o zouez 74 rummad evit an embann.
Adalek 1912 e voe an arzour o chom e Pariz.
Kelenn a rae an engravour d'e skolidi, en o zouez Marie Laurencin hag André Dunoyer de Segonzac.
E Naoned ez eus ur straed en e anv.
E Kastell Duged Breizh, abaoe ar 17 a viz Genver 2015 (betek ar 26 a viz Ebrel) e vez dalc'het un diskouezadeg, Images de la Grande Guerre an anv anezhi, o tiskouez engravadurioù, levrioù skeudennaouet ha tresadennoù gant an arzour kement ha lizherioù eskemmet etrezañ ha Guillaume Apollinaire, Raoul Dufy, Marie Laurencin.