Joachim Patinir pe Patenier (1485 e Dinant- 5 a viz Here 1524 en Antwerpen), anavezet ivez dindan an anvioù de Patinier ha de Patiner a oa ul livour hag un tresour flamank eus an Azginivelezh uhel. Ezel e oa eus kouch Antwerpen. Soñjal a reer e oa eontr Henri Bles, hag a oa livour ivez.
Barrek e oa oa Patinir evit a sell ouzh livañ gweledvaoù levezonet gant oberennoù Hieronymus Bosch, enno elfennoù faltazi, koadeier, broioù ijinet, kêrioù ha stêrioù. Patinir a labouras ivez gant Quentin Matsijs ha soñjal a reer e voe livet lodenn eus taolennoù Matsijs gant Patinir. Pa varvas Patinir e reas Matsijs war-dro e vugale.
An arzvarnour Jacques Stiennon a soñj dezhañ e vije bet ganet Patinir e Wallonia, rak hervezañ ez eo arouezius ar reier a weler en daolenn Gweldva Sant Jerom eus rannvro Dinant[1].
Meneget eo Patinir e Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies gant Dominicus Lampsonius.