Johann Friedrich, kont Struensee (Halle, 5 a viz Eost 1737 – Kopenhagen, 28 a viz Ebrel 1772), a oa ur mezeg hag ur politiker danat a orin alaman. Anvet e oa bet da vezeg ar roue Christian VII a oa o treiñ da foll. Da guzulier-Stad e voe anvet ivez, ha klask a reas diskar boazioù kozh : ar servelezh, ar jahinerezh, ar vac'h abalamour d'an dle.
Dimezet e oa bet ar roue e 1766 d'ar briñsez alaman Caroline Mathilde von Hannover (1751-1775), ur verc'h-vihan da George II, roue Bro-Saoz, ha hi 15 vloaz. Moarvat ne ouie ket he breur, George III, roue Bro-Saoz war-lerc'h o zad-kozh, e oa kollet e spered gant e vreur-kaer.
Dilezel e bried a eure ar roue da vont da redek fouzhlec'hioù e gêr-benn gant ar gourtizanez Støvlet-Cathrine. Laosket en doa ar galloud etre daouarn e vezeg Struensee, hag a renas ur politikerezh levezonet gant mennozhioù nevez ar Sklêrijennoù. Kement-se a zisplije kaer d'an noblañsed ,a glaskas e ziskar.
Buan a-walc'h e oa bet troet ar rouanez Caroline-Mathilde gant mezeg he fried. Un irienn a voe savet gant an noblañs. Harzet ha dibennet e voe ar c'hont mezeg war leurgêr vras Kopenhagen. Kuit e voe kaset ar rouanez da di he dimezell a enor, ar gontez Louise von Plessen, a oa o chom e Celle e Dilennouriezh Braunschweig-Lüneburg, hag eno e varvas tri bloaz goude, e 1775.
E 2000 e oa bet embannet ar romant danek Prinsesse af blodet savet gant at skrivagnerez Bodil Steensen-Leth (1945-) diwar-benn tonkadur skrijus an teir zudenn istorel-se. Azasaet eo bet an oberenn evit ar sinema gant ar filmaozer danat Nikolaj Arcel (1972-) : deut eo er-maez En kongelig affære e miz Meurzh 2012.