Johnson M1941 | |
---|---|
![]() Ur fuzuilh Johnson M1941 ganti div laonnennad kartouchennoù .30-06 Springfield hag he baionetez | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Fuzuilh damaotomatek |
Mont an-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | .30-06 Springfield (stumm orin) 7 × 57 mm Mauser (stumm Chile) .270 Winchester |
Produer | Johnson Automatics |
Skouerennoù produet | War-dro 30.000 |
Mare implij | 1941-1945 (e strolladoù zo eus an USMC) |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas | 4,31 kg |
Hirder | 1.165 mm |
Hirder ar c'hanol | 560 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 866 m/s |
Endalc'h | Karger-dro diabarzh 10 kartouchenn, pourveziet dre div laonenn-gargañ 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Johnson Model 1941 a zo ur fuzuilh damaotomatek ijinet gant ar Stadunanad Melvin Johnson er bloavezhioù 1930. Implijet e voe un nebeud skouerennoù anezhi e emgannoù an Eil Brezel-bed hag er bloavezhioù war-lerc’h.
Melvin Johnson a oa ur breutaer ganet en ur familh pinvidik eus Bro-Saoz Nevez. Kabiten e oa ivez e adarme an US Marine Corps, ha dedennet e oa gant an armerezh[1]. Pa voe choazet an M1 Garand evel arm standart nevez an arme stadunanat e kavas dezhañ e oa sioù gant ar fuzuilh, ha kregiñ a reas adalek kreiz ar bloavezh 1938 da labourat war ur fuzuilh damaotomatek all. Sevel a reas eviti un doare kulasenn-dro nevez, dezhi dek ibil e-lec’h an daou a gaved peurliesañ, ha lakaat a reas ober ur pimpatrom fuzuilh tro-dro d’ar gulasenn-mañ. Mont a rae en-dro he flatinenn a-drugarez da argil berr ar c’hanol. Dre e renk en adarme e c’hellas Johnson lakaat meur a soudard da amprouiñ anezhi. Perzhioù mat en doa an arm, met ur c’harger hir en doa, hag un harz e oa pa ranke an dennerien chom en o gourvez en emgannoù. Cheñch a reas neuze ar sistem-kargañ evit ur c’harger-tro diabarzh awenet gant hini ar Krag-Jørgensen implijet e dibenn an XIXvet kantved en arme stadunanat ha pourveziet gant div laonenn-gargañ 5 kartouchenn .30-06 Springfield implijet er fuzuilh Springfield M1903[2]. Prest e voe stumm diwezhañ e fuzuilh e dibenn 1938.
Amprouet e voe an arm gant an arme, ha daoust d’e berzhioù mat e voe nac’het, pa oa bet choazet an M1 Garand dija evel arm standart. Koulskoude e oa fuzuilh Johnson skañvoc’h hag uheloc’h hec’h endalc’h evit an hini ijinet gant John Garand. Sioù he doa memestra, pa oa stag he baionetez ouzh ur c’hanol hag a fiñve da bep tenn. 70.000 fuzuilh a voe urzhiet memestra gant arme an Izelvroioù, met lakaet e voe un harz d’ar gevrat abalamour da aloubadeg ar vro gant Alamagn e 1940[2]. E dibenn 1941 ez eas ar Stadoù-Unanet tre er brezel. Melvin Johnson a zeuas a-benn da brestiñ un dornad skouerennoù eus e fuzuilh da gentañ rejimant harzlammerien an UMSC. Amprouet e voe e emgannoù Bougainville ha Guadalcanal[1]. Da c'houde e voe roet 21.000 skouerenn eus an arm d’ar Marines evit an emgannoù all er Meurvor Habask, dindan an anv Johnson M1941. Produet e voe an arm en un uzin savet a ratozh-kaer e Rhode Island. Skouerennoù a servijas ivez da soudarded an trevadennoù gall da vare kampagn Italia adalek 1943. 30.000 skouerenn eus an arm a voe produet en holl e-pad ar brezel[2]. Ur stumm fuzuilh-vindrailher, dezhi un daoubez, un dornell-bistolenn hag ur c’harger uheloc’h e endalc’h a voe savet ivez.
Goude 1945 e voe dilezet ar Johnson M1941 hag adroet ar braz anezhe da c'houarnamant an Izelvroioù, met lod a voe pourveziet da izili ar vrigadenn enep-komunour 2056, ha servijout a rejont e-pad dilestradeg c’hwitet bae ar Moc’h e Kuba e 1961[3]. Er bloavezhioù 1950 e krogas Melvin Johnson da labourat gant Eugene Stoner, hag awenet eo sistem kulasenn-dro ar fuzuilhoù AR-10 hag AR-15 gant reoù an M1941.
|