Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma ![]() |
Praenomen | talvoud ebet ![]() |
Nomen | Julia ![]() |
Deiziad ganedigezh | 2. century ![]() |
Lec'h ganedigezh | Homs ![]() |
Deiziad ar marv | 217 ![]() |
Lec'h ar marv | Antakya ![]() |
Doare mervel | emlazh ![]() |
Lec'h douaridigezh | Castel Sant'Angelo ![]() |
Tad | Julius Bassianus ![]() |
Mamm | talvoud dianav ![]() |
Breur pe c'hoar | Julia Maesa ![]() |
Pried | Septimius Severus ![]() |
Bugel | Caracalla, Publius Septimius Geta ![]() |
Familh | Severan dynasty ![]() |
Gens | Julia gens ![]() |
Micher | prederour ![]() |
Karg | Impalaerezed Roma ![]() |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel ![]() |
![]() |
Julia Domna (160–217), ganet e proviñs roman Syria, a oa eil pried an impalaer roman Septimius Severus, a renas eus 193 da 211.
He zad a oa beleg meur an doue Elagabalus, e kêr Emesa, e Siria. Ur c'hoar henañ he doa, anvet Julia Maesa.
« Kaer, youl uhelaat enni, speredek, dieub war buhezegezh kement ha doare » a veze lavaret diwar he fenn.
Entre 185 ha 187, un diouganer a lavaras dezhi e timezje d'un den hag a vije impalaer. Kement-se a vroudas Septimius Severus, prokonsul Gallia Lugdunensis, ha jeneral al Legio IIII Scythica, d'he c'hemer da bried.
Septimius Severus, en doa bet div verc'h gant e wreg kentañ, Paccia Marcianna, a oa intañvet pa gemeras Julia Domna da eil gwreg e 187. Daou vab o doe : Septimius Bassianus (Caracalla) ha Publius Septimius Geta.
En 193, e voe anvet Septimius Severus da impalaer gant e soudarded e Panonia, ha Julia Domna a voe anvet da Augusta, ha skoet he dremm war pezhioù moneiz.
Savet e voe da Augusta, impalaerez, ha lesanvet Demeter Nevez, Hera Romania, Virgo Caelestis. Dre ma heulie he fried e kement lec'h ma yae hennezh e veze lesanvet Mater castrorum, da lavarout eo "Mamm ar c'hamp".
Goude marv he fried e 211 e savas a-enep rannañ an impalaeriezh etre he daou vab, Geta ha Caracalla, hag e renas ganto. Gwashaat a reas an darempredoù etre an daou vreur. Soudarded Caracalla a lazhas e vreur etre divvrec'h e vamm. Julia a gendalc'has da ren gant he mab Caracalla. Evel en amzer he fried Septime Sévère ez eas Julia Domna da-heul troioù-brezel he mab da Germania, Azia, egipt, Siria. Kaozioù a veze diwar-benn ar c'houblad, ha gant barzhed Alexandria e veze graet ur Jocaste anezhi, diwar batrom mamm Œdipos .
E 217 e voe muntret Caracalla gant Macrinus e Partia, hag harluet e voe Julia Domna da Emesa, he bro c'henidik. Eno e varvas diwar krign-bev ar vronn, glac'haret ha marnaoniet[1]. Krediñ a reer en em lazhas pa glevas e oa bet drouklazhet Caracalla.
He c'hoar henañ Julia Maesa a gemeras ar galloud bloaz goude he marv[2],[3]. Korf Julia Domna a voe kaset da Roma ha lakaet er Sepulcrum C. et L. Caesaris (marteze ur pezh eus Mausoleon Augustus). Diwezhatoc'h avat e voe lakaet he relegoù, ha re he mab Geta, gant Julia Maesan, e Mausoleon Hadrian[4].
Hervez Herodianus hag Aurelius Victor he devoa bet aferioù
gant he mab Caracalla.
En em ziskouez a reas noazh dirak Commodus, oc'h ober van. Hemañ da lavarout ː « Plijout a rafe din kemer, mar bijen aotreet da ober. »