Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | 三浦建太郎 ![]() |
Anv-bihan | Kentaro ![]() |
Anv-familh | 三浦 ![]() |
Anv e kana | みうら けんたろう ![]() |
Deiziad ganedigezh | 11 Gou 1966 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Chiba ![]() |
Deiziad ar marv | 6 Mae 2021 ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | aortic dissection ![]() |
Yezh vamm | japaneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | japaneg ![]() |
Micher | Mangaka, aozer bannoù-treset, comics creator, skeudennaouer ![]() |
Tachenn labour | comic, Manga (bannoù-treset), fantasy literature ![]() |
Bet war ar studi e | Nihon University ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1976 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 2021 ![]() |
Handedness | Kleizard ![]() |
Oberenn heverk | Berserk (manga) ![]() |
Prizioù resevet | Tezuka Osamu Cultural Prize ![]() |
Arvesterien pal | Seinen ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Kentaro Miura (三浦 建太郎, Miura Kentarō), ganet d'an 11 a viz Gouhere 1966 hag aet da Anaon d'ar 6 a viz Mae 2021[1], a oa un arzour manga japanat. Dreistbrudet eo evit e labour war an heuliad manga dark fantasy Berserk, a oa bet kroget an embann anezhañ e 1989 betek marv an aozer.
Er bloaz 2002 e voe deroet ar Priz Sevenadurel Tezuka Osamu (手塚治虫文化賞, Tezuka Osamu Bunkashō) da Viura Kentaro.
En holl ez eus bet gwerzhet muioc'h evit 50 milion a skouerennoù eus Berserk betek 2021. Unan eus ar re gant ar brud brasañ betek-henn eo an heuliad-se neuze.
Ganet e oa bet e Chiba, kêr-benn ar brefedelezh, e-tal Tōkyō en tu all d'ar bae. D'e 10 vloaz, e 1976, ez aozas e vanga kentañ, Miuranger, a voe embannet e kazetenn e skol ; 40 rann a voe en heuliad. Er bloaz 1977 e savas Miura e eil manga, Ken no michi (剣への道, '"An Hent d'ar C'hleze"), ma reas gant liv Sina evit ar wech kentañ. Daou vloaz goude e krogas da implijout teknikoù a-vicher.[2]
P'edo el lise, e 1982, ez emezelas en ur strollad arzourien a embanne o oberennoù er skol. En hevelep bloaz e voe embannet e labour en ur gelaouenn.[2] D'e 18 vloaz e labouras e-pad ur pennadig gant ar mangaka Morikawa Jōji (* 1966), a zo brudet evit Hajime no Ippo (はじめの一歩, "Ar C'hammed Kentañ") ; buan avat e voe adkaset Miura d'ar gêr, pa lavaras Morikawa n'en devoa netra da gelenn dezhañ ouzhpenn d'an donezon a ziskoueze dija[3].
Er bloaz 1985 e klaskas Miura Kentaro bezañ degemeret e Kevrenn an Arzoù ar Skol-Veur brevez Nihon (日本大学, Nihon Daigaku, berraet e 日大 Nichidai), ar pezh a voe graet goude ensellet e raktres Futatabi (再び "A-nevez") ; diwezhatoc'h e voe deroet ur priz dezhañ evit Futatabi gant ar sizhunieg Weekly Shōnen Magazine. Er gelaouenn-se e voe embannet heuliad kentañ Miura, hep ober berzh avat[4].
Tri bloaz goude, e 1988, p'edo Miura o kenlabourat gant Okamura Yoshiyuki (Buronson, bet ganet e 1947) war ur manga anvet Orō (王狼, "Roue ar Bleizi") e voe embannet un tañva eus Berserk war 48 pajenn e Gekkan ComiComi ; e 1989 e voe boulc'het an heuliad da vat er mizieg Monthly Animal House, a droas da Young Animal diwezhatoc'h.[2]
E 1990 e kenlabouras Miura gant Buronson adarre evit ar manga Japan, a voe embannet er Young Animal ivez tra ma kendalc'he gant Berserk.
Er bloaz 1997, Miura Kentaro a c'hoursellas un azasadur eus Berserk e 25 rann tresadennoù-bev, a voe skignet gant Nippon Television (NTV). Heñvel a reas e 1999 evit ar c'hoari video Sword of the Berserk: Gut's Rage, embannet gant Dreamcast.
Adalek 2006, Miura a baouezas alies hag a-brantadoù hir gant Berserk, ar pezh na viras ket ouzh ar manga a dizhout 40 levrenn e 2018, ha tremen 50 milion a skouerennoù gwerzhet er bed a-bezh (sifroù Mae 2021).
E 2013 ez embannas Miura e Japan ur manga a-zisrann anvet Gigantomakhia, a voe Giganto Maxia er bed saoznek dre an ti stadunanat Dark Horse e 2016[5].
Er bloaz 2019, Miura a savas ur manga berr anvet Duranki dre e studio prevez, Studio Gaga ; embannet e voe a-bennadoù er gelaouenn Young Animal Zero[6].
D'an 20 a viz Mae 2021, an ti-embann Hakusensha a gemennas e oa marvet Miura Kentaro da 54 bloaz d'ar 6 a viz Mae.