Kimberly pe Kimberley zo un anv-lec'h saoznek, a gaver er broioù trevadennet gant ar Saozon.
Diwar titl John Wodehouse (1826-1902), kentañ kont Kimberley ha ministr saoz an trevadennoù, e teu an holl anvioù-lec'h anvet "Kimberley" er-marez eus Bro-Saoz.
E Norfolk emañ kontelezh Kimberley ; an hevelep anv a gaver avat e Nottinghamshire hag e Warwickshire.
Kimber a zeu eus meur a anv hensaoznek — hini Norfolk a seblant bout deveret diouzh anv ur vaouez anvet Cyneburg ; ley a zeu eus an hensaozneg leah, "pradenn", "digoadenn". Chineburlai e oa anv Kimberley e Norfolk e 1086, da lavaret eo "pradenn pe zigoadenn ur vaouez anvet Cyneburg"[1].
Un anv-tiegezh eo ivez :