Le Chat (Ar C'hazh) a zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Pierre Granier-Deferre (1927-2007) e 1971.
Da-geñver an oberenn-mañ (ar seizhvet evit ar sinema, diwar c'hwec'h warn-ugent en holl) e teuas a-benn Granier-Deferre da vodañ an div steredenn eus ar sinema gall — Jean Gabin (1904-1976) ha Simone Signoret (1921-1985) — er memes film : tapet e voe Arzh arc'hant ar gwellañ aktor gant Gabin ha hini ar gwellañ aktourez gant Signoret[1] e Festival etrebroadel ar film Berlin (Internationale Filmfestspiele Berlin) (26 a viz Mezheven-6 a viz Gouere 1971).
- Doare : Drama,
- Skoazellerien-sevener : Philippe Lefebvre ha Michel Rubin.
- Senario : Pierre Granier-Deferre ha Pascal Jardin, diwar ar romant Le Chat (1967) gant Georges Simenon,
- Divizoù : Pascal Jardin,
- Kevredadoù produiñ : Cinétel, Comacico, Gafer Films ha Lira Films e Pariz ; Ascot-Cineraid e Roma,
- Rener produiñ : Ralph Baum,
- Kevredad dasparzhañ : Valoria Films,
- Rener ar skeudenniñ : Walter Wottitz,
- Ijinour ar son : Jean Rieul (eilet gant Vartan Karakeusian),
- Aozer ar sonerezh orin : Philippe Sarde[2],
- Kinklour : Jacques Saulnier (eilet gant Georges Glon),
- Dilhataer : Jo Ranzatto,
- Farderezed : Maud Begon, Yvonne Gasperina ha Janou Pottier,
- Perukenner : Jean Pottier,
- Skriptourez : Sylvette Baudrot,
- Frammerien : Nino Baragli ha Jean Ravel,
- Luc'hskeudenner leurenn : Marcel Dole,
- Prantad filmañ : ,
- Lec'hioù filmañ : Courbevoie ha Puteaux (Hauts-de-Seine), e karter La Défense a oa war sevel c'hoazh,
- Deiziad dont e-maez : 24 a viz Ebrel 1971 ( Bro-C'hall), 30 a viz Gwengolo 1972 (Le chat - l'implacabile uomo di Saint Germain, Italia)
- Padelezh : 86'.
Emañ Julien ha Clémence Bouin, ur c'houblad kozh divugel, o chom en unan eus bannlevioù Pariz tizhet gant labourioù arneveziñ. War e leve emañ ar gwaz goude bezañ labouret evel micherour-lizherenner e vuhez-pad. Ret e voe d'e wreg paouez gant he micher a arzourez-sirk, ha hi kouezhet war al leur diwar he zrapez : chomet eo mac'hagnet, siwazh dezhi. Goude pemp bloavezh warn-ugent a vuhez voutin n'eo ket ken kreñv an darempredoù etre an daou bried. Gant an amzer o tremen ez eo deuet da vezañ pounner an aergelc'h en ti, petra bennak na fell na da Julien na da gClémence mont kuit. Trenkañ a ra an traoù etreze da vat pa zegemer Julien ur c'hazh ; diskouez a ra an den kozh karantez d'al loenig, ur garantez ouzh Clémence aet da hesk pell amzer 'zo. Treiñ a ra gwarizi ar vaouez kozh e kasoni ha kregiñ gant ur brezel kriz en-dro d'ar paourkaezh kazh...
- Jean Gabin : Julien Bouin,
- Simone Signoret : Clémence Bouin,
- Jacques Rispal : an doktor,
- Annie Cordy : Nelly,
- Carlo Nell : ar c'hourater tier,
- Nicole Desailly : ar glañvdiourez,
- Yves Barsacq : an tisavour,
- Isabel del Río : ar plac'h war ar marc'h-tan,
- André Rouyer :an dileuriad sindikadel,
- Florence Haguenauer : Germaine,
- Renate Birgo : an diennerez,
- Ermano Casanova : an tavarnour,
- Harry-Max : an den war e leve,
- Georges Mansart : ar marc'htaner.