Louis zo un anv-badez gallek , a orin frankek , tremenet e saozneg , kevatal da Loeiz e brezhoneg .
Dont a rafe eus Chlodwech , savet diwar Chlod (klodus) ha wech (emgann) hag e talvezje kement ha "brezelour illur". Damheñvel outañ eo an anv Chlothar , troet da Lothar , kollet ar son skrivet gant ch ivez.
Troet eo an anv Chlodwech da g-Clovis ha da Ludovicus ha neuze da Louis e galleg, goude ma'z eus un adstumm gallek, Ludovic .
Louison , evit ar baotred, ha Loulou .
Louie , adstumm amerikanek.
Louise , Louisette , evit ar merc'hed, ha Zézette .
Kavout a reer stummoù all d'an anv en holl yezhoù Europa .
Loeiz , e brezhoneg.
Ludovicus e latin
Louis ha Ludovic e galleg , ha Clovis hag Aloysius ;
Louise , Louisette, Louisa, Louison , evit ar merc'hed;
Lou , Loulou eo ar berranvioù;
Lewis , e saozneg (met Louis ha Louise zo anavet ivez) hag e kembraeg
Luis , e spagnoleg (Luisa evit ar merc'hed), hag en euskareg , portugaleg, sardeg,
Luís e portulaleg ;
Lluís , e katalaneg
Lluis, Lluiso e valañseg
Luigi , en italianeg
Ludwig , Alois, Luis , en alamaneg
Lodewijk , en izelvroeg
Ludwik e poloneg hag e tchekeg ,
Loudovikos e gresianeg
Lajos en hungarek
Ľudovít e slovakeg
Людовик (Ludovik) e ruseg
Ludvig e svedeg :
Loís en okitaneg
Loïc e provañseg
لويسية en arabeg
Liangyong e sinaeg .
Triwec'h roue gall , pe danvez-roue, a voe anvet Louis. Louis XVII avat ne voe ket kurunennet na ne renas ket.
Loeiz ar Chalotez.
Louis de France , pe Loeiz Bro-C'hall , anv meur a briñs gall
Louis Aragon , barzh
Louis Bonin (1878 -1963 ), den a sinema
Louis Blériot , karrnijer
Louis de la Bourdonnais , echedour
Louis Braille , a ijinas ar skritur braille evit an dalled
Louis de Broglie , matematikour ha fizikour
Louis de Funès , aktour
Louis Daquin (1908 -1980 ), filmaozer ha saver senario
Louis Desaix , jeneral
Louis Garrel (1983 -), aktour ha filmaozer
Louis Lefebvre (1919 -1968 ), aktour sinema
Louis Malle , filmaozour
Louis Pasteur , medisin
Louis Picquet du Boisguy , ofiser chouan
Louis Seigner , aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel)
Louis Vuitton , oberour malizennoù
Louis-Antoine de Bougainville , merdeer
Louis Jean Pierre Vieillot (1748 -1831 ), evnoniour
Jacques-Louis Lions , matematikour
Saarlouis (Sarrelouis e galleg), ur gêr en Alamagn , e Saar
"Louis-Gentil", anv kozh Youssoufia e Maroko , enni mengleuzioù fosfat
Louisiana , stad e SUA
Port-Louis , anv a gaver e Gwadloup , Breizh (Porzh-Loeiz e brezhoneg), Enez Vaoris
Saint-Louis , anv meur a lec'h
Louisville , anv meur a gêr
kenkiz Louisic , ur c'henkiz kouronkañ rummet er Baol-Skoubleg .