Kement ha "Kan-arkuz arc'houest ar c'horf-marv" e talvez Lyke-wake dirge.
Lyke : doare rannyezh Yorkshire ar ger saoznek lich a vez implijet c'hoazh e Su ar vro, diwar ar c'hrennsaozneglic, "korf-marv". Dont a ra eus ar rakgermaneg*likow, a gaver er henfrizeglik, en izelvroeglijk, en henc'hermaneg uhel lih, en alamanegLeiche, en hennorseglik, er svedeglik hag er gotegleik. Kement ha "stumm" e oa ar ster orin hep mar, ha kar eo d'ar ger like er saozneg a-vremañ[4].
Er saozneg a-vremañ e kaver un aspadenn eus lich en anv lichgate, ar porched ma veze lakaet an archedoù a-raok o douarañ er vered.
Wake : an arc'houest, an arkuz, ar veilhadeg a vez dalc'het kent an obidoù.
Dirge : ur c'han-arkuz. Dirige e oa e deroù an XIIIvet kantved, diwar al latindirige "stur !" a zo doare-gourc'hemenn ar verb dirigere, "sturiañ", a gaver en antifonennDirige, Domine, Deus meus, in conspectu tuo viam meam "Stur, Aotrou, ma Doue, ma hent ez kweled" a veze kanet da geñver Oferenn an Anaon[5].
En noz-mañ / Bemnoz hag an holl : hiviziken e vo noz evit ene an hini marv a-hed e veaj. Tantad ha leur ha gouloù ar gantol a zave da gletadurezh an den en e vuhez war an Douar a-raok e varv ; da gletadurezh an dud a zo ouzh e veilhañ e tave ivez : tra ma chomont-i er goudor hag er surentez emañ ene an hini tremenet o voulc'hañ ur veaj dañjerus.
Pozioù 2 – 5
Kentañ skoilh ar veaj : ul lanneg. Hag aluzenus pe get e voe an ene war an Douar ? Mar boe e c'hallo kuitaat Lanneg an Drein ha kenderc'hel betek Pont an Efreizh.
Poz 6
Ur mank zo etre ar pozioù 5 ha 6, pa ne c'hoarvez netra e Pont an Efreizh hervez ar c'han a zo bet embannet gant John Aubrey.
Gant ar barzh saoz Richard Blakeborough (1850-1918) e voe dastumet daou boz a veze kanet e deroù an XIXvet kantved hag a hañval bezañ gwiriek[6],[7] :
If ivver thoo gav o' thy siller an' gowd
– Ivvery neet an' all
At t' Brig o' Dreead thoo'll finnd foothod
– An' Christ tak up thy saul
Bud if siller an' gowd thoo nivver gav nean
– Ivvery neet an' all
Thoo'll doan, doon tum'le towards Hell fleames
– An' Christ tak up thy saul
Mard ec'h eus biskoazh roet da argant ha da aour
– Bemnoz hag an holl E Pont an Efreizh e vi degemeret
– Ha ra gemero Krist da ene
Mar ne'c'h eus biskoazh roet nag argant nag aour avat
– Bemnoz hag an holl Ez izelai, e kouezhi war-du flammennoù an Ifern
– Ha ra gemero Krist da ene
E Pont an Efreizh neuze emañ an dalc'h : ret eo d'an ene bezañ bet aluzenus adarre evit kenderc'hel ha sevel war-du ar Baradoz, anez e kouezho en Ifern.
Mar tremen an ene e ranko tizho ar Purgator, an arnodenn diwezhañ kent ar Baradoz.
Pozioù 7 – 8
Ur wech c'hoazh e rank an ene diskouez ez eo bet aluzenus, rak evel en Ifern ez eus tan er Purgator evit deviñ eneoù an dud fallakr.