| |||
---|---|---|---|
Kostez ur c'hregin eus Macrocypraea cervinetta
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Macrocypraea | ||
Anv skiantel | |||
Macrocypraea cervinetta (Kiener, 1843) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Macrocypraea cervinetta a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Macrocypraea e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Kiener e 1843 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Macrocypraea cervinetta o vezañ implijet un tamm muioc'h eget egile:
Kregin brav ha bras eo an Macrocypraea cervinetta. Kavet e vezont etre 1 m ha nebeut metroù donder dindan bloc'hadoù.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 37 ha 74 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 27 mm gour, pe ramz, betek 120 mm.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvor Habask ar reter war aodoù Mec'hiko, hag Amerika ar Su betek Kolombia.