Marcel Wander (2 a viz Gouere 1963 e Boxtel, Izelvroioù) a zo un dizagnour izelvroat.
Wanders a voe diplomet e skol-arzoù Arnhem e 1988. Etre 1990 ha 1992 e labouras e Landmark Design & Consultancy, unan eus studioioù dizagn pouezusañ an Izelvroioù. E 1992 e voe e-touez pevar c'hrouer WAAC's Design & Consultancies, hag a zeuas buan da vezañ unan eus studioioù dizagn brudetañ an Izelvroioù. Labourat a reas evel dizagnour dizalc'h, ha brudet e teuas da vezañ pa savas ar gador Knotted Chair hag a voe produet gant ar strollad dizagnourien izelvroat Droog Design e 1996.
E 2000 e krouas Wanders an embregerezh Moooi, ma vez savet oberennoù dibar ha fentus war un dro.
Oberennoù Marcel Wanders a gaver e meur a virdi evel ar MoMA[1] pe er SFMOMA[2], Museum Boijmans Van Beuningen (Rotterdam) pe c'hoazh er Stedelijk Museum en Amsterdam.