Margherita Aldobrandini , ganet e Capodimonte en 1588[1], marvet e Parma e 1646), a voe dugez Parma.
Margherita a oa merc'h henañ Gianfrancesco hag Olimpia Aldobrandini, nized d'ar pab Klemañs VIII.
E 1599, pa ne oa nemet 11 vloaz, e voe dimezet da Ranuccio Iañ Farnese, ur gwaz 30 vloaz, evit ober ar peoc'h etre an tiegezhioù Aldobrandini ha Farnese, ha lidet e voe an eured gant ar pab e Roma[2].
Ranuccio a voe roet dezhañ un tamm brac a argouroù ouzhpenn emrenerezh dugelezh Parma, hag a oa un douar d'ar pab, stag ouzh an Iliz, ha fiziet en tiegezh Farnese.
Dre ma oa gwall yaouank ar plac'h e reas meur a golladenn. Kement-se a zalc'has war spered kredus Ranuccio ha kavout a rae dezhañ e oa bet sachet ar wallblanedenn ha taolet mallozhioù war he fried. Un tamm enklask a voe graet, ha kavet e voe e oa ur serc'h kozh d'an dug, Claudia Colla, an hini a oa kaoz[3]. Barnet e voe Claudia hag he mamm e 1611, ha kondaonet d'ar marv dre ma oant, a greded, sorserezed.
Pemp bugel o doe