Maria Klementine Aostria (24 Ebrel 1777 – 15 Du 1801) a oa ur briñsez aostrian, arc'hdugez Aostria, deuet da vout rouanez an Div Sikilia.
Ganet e oa d'ar 24 a viz Ebrel 1777 er Villa di Poggio Imperiale en Arcetri, ur c'harter eus Firenze, a oa kêr-benn Dugelezh-veur Toskana.
Merc'h e oa da Leopold II an Impalaeriezh Santel (1747-1792) ha d'e bried, ar briñsez spagnol María Luisa Spagn ; o zrede merc'h ha dekvet bugel e oa.
E 1797 e voe dimezet da Francesco Iañ, roue an Div Sikilia.
Mervel a reas da 24 bloaz gant an dorzhellegezh ur pennadig goude ganet hec'h eil bugel.
Daou vugel he doe Maria Klementine :