María Teresa Vera (Guanajuay, Cuba, 6 a viz C'hwevrer 1895-La Habana, 17 a viz Kerzu 1965) a oa kanerez, gitarourez, ha sonaozourez eus Cuba. Ur skouer eus gwellañ kanerien an trova kuban[1].
En 1911 e krogas da ganañ war al leurennoù en ur c'hoariva ma kanas ar ganaouenn criolla Mercedes, savet gant Manuel Corona. Hennezh a alias anezhi da zeskiñ seniñ gitar. José Díaz, ruilher segalennoù, a voe he c'hentañ kelenner. Gant Manuel Corona e teskas doareoù disheñvel ar c'hentañ hag an eil gitar, kentelioù hag a voe talvoudus-bras dezhi.
Kanañ a reas neuze gant Rafael Zequeira hag entre 1914 (pe 1916?) ha 1924, pa vanas Rafael klañv ha pa varvas. Enrollet e oa bet ganto e New York ouzhpenn 200 kanaouenn hag a reas berzh bras, evel "A llorar a Papá Montero". Met kollet eo an darn vrasañ.
Anaoudegezh a reas gant Carlos Godinez, ur sonaozour, a zeskas dezhi hiroc'h diwar-benn ar seniñ gitar. Kanañ a reas gantañ el laz Grupo Típico. Carlos Godínez a chomas kamarad bras dezhi betek e varv e 1950.
Anaoudegezh a reas ivez gant Ignacio Piñeiro hag e 1925 (pe 26?) e savas ar Sexteto Occidente gantañ, ur c'hwec'had e doare Cuba an amzer.
Savet e voe gant María Teresa Vera war c'houlenn he skoazellerien, a wele e oa diouzh ar c'hiz al lazioù-seniñ bras er bloavezhioù-se. Ouzhpenn María Teresa e oa Miguel García evel pennkaner, Ignacio Piñeiro , Julio Torres Biart gant an tres, Manuel Reinoso gant ar bongó ha Paco Sánchez gant ar maracas. Sonerien eus ar c'hentañ troc'h e oant ha berzh a rejont holl en o micher[2]. Ne badas ket nemeur a vloavezhioù ha rouez e voe o enrolladurioù. Gant ar strollad-se avat e vleunias he donezonoù hag e tiazezas he brud vat, e-skoaz ar Sexteto Habanero, strollad bras all ar mare.
Troet e oa María Teresa Vera gant ar relijion afrokuban, ar santería, ha dilezel a reas ar sonerezh da vont da santera, da lavarout eo belegez. Met distreiñ a reas e 1935 (pe 36?) en un abadenn skingomz eus Radio Salas, en ur pevarad a oa ennañ Justa García, Dominica Verges y Lorenzo Hierrezuelo, met dispartiet ar pevarad goude an abadenn, ha ne voe ket adsavet.
Lorenzo Hierrezuelo koulskoude a chomas da seniñ ganti, ha kanañ a rejont en un daouad a badas 27 vloaz, ma kreskas brud María Teresa Vera evel unan eus kentañ mouezhioù an Trova.
E-touez he gwellañ sonioù e c'haller menegiñ an habanera Veinte años, kanet abaoe gant kalz a ganerien, pe ar bolero Sólo pienso en ti.
En e vuhezskrid e ro Calderon ali 32 sonaozour kuban diwar he fenn.