Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan, Impalaeriezh Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 竹鶴 政孝 |
Anv-bihan | Masataka |
Anv-familh | Taketsuru |
Anv e kana | たけつる まさたか |
Deiziad ganedigezh | 20 Mez 1894 |
Lec'h ganedigezh | Takehara |
Deiziad ar marv | 29 Eos 1979 |
Lec'h ar marv | Juntendo University Hospital |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Yoichi |
Pried | Rita Taketsuru |
Kar | Takeshi Taketsuru |
Yezhoù komzet pe skrivet | japaneg |
Yezh implijet dre skrid | japaneg |
Micher | den a aferioù, politiker, Ijinour |
Karg | local assemblyperson of Japan |
Bet war ar studi e | University of Glasgow, Q11440191, Q11484835 |
Prizioù resevet | Order of the Sacred Treasure, 3rd class |
Present in work | Massan |
Masataka Taketsuru (Takeraha, prefediezh Hiroshima, 20 Mezheven 1894 – Bunkyō, prefediezh Tokyo, 29 Eost 1979) zo tad ar whisky e Japan[1].
E familh a oa perc'henn war ur strilherezh sake ha produerien an evaj abaoe 1733.
E miz Gouere 1918 ec'h eas Masataka Taketsuru da studiañ ar c'himiezh vevel e Skol-veur Glasgow e Bro-Skos. Thomas Stewart Paterson (1872-1949), rener ar gevrenn, a voe e gelenner.
Dre ma labouras M. Taketsuru e meur a strilherezh e reas anaoudegezh gant ar vro, gant ar whisky ha gant Jessie Roberta "Rita" Cowan (1896-1961), a orin eus Middlecroft, Kirkintilloch[2].
D'an 8 a viz Genver 1920 e timezas an daou e Glasgow, daoust ma oa o familhoù a-enep an dimeziñ-se. Bevet o deus ur pennadig e Campbeltown, ma laboure ar Japanad er strilherezh Hazelburn. Diwezhatoc'h er bloaz-se e tilojjont da Japan en ur dremen dre New York ha Seattle.
E 1923 gant sikour Shinjirō Torii, en doa savet ar strilherezh whisky gentañ e Japan, Suntory Yamazaki en Osaka, e stalias M. Taketsuru ur strilherezh whisky e-kichen Kyoto. E 1934 e tigoras e strilherezh dezhañ, Dai Nippon Kaju K.K., e Yoichi e prefediezh Hokkaido, pa gave dezhañ e oa eno ar vro a denne ar muiañ da Vro-Skos. Diwezhatoc'h e kemmas anv e embregerezh e « Nikka » ; e 1940 e voe gwerzhet ar boutailhadoù kentañ.
D'ar 17 a viz Genver 1961 e varvas Rita da 64 bloaz. An intañv, 66 vloaz, a dremenas ar strilherezh d'o mab Takeshi.
D'an 29 a viz Eost 1979 e varvas "tad ar whisky japanat" d'e dro, da 85 bloaz ; beziet eo bet e Yoichi e-kichen e wreg.