Michel Rocard (Courbevoie, 23 a viz Eost 1930-2 a viz Gouere 2016) a oa ur politiker gall, eus ar Strollad Sokialour (PS). Kentañ Ministr Bro-C'hall e oa bet etre 1988 ha 1991.
D'ar 24 a viz Here 2005 e oa bet o kaozeal gant kannadour Stadoù Unanet Amerika, Craig R. Stapleton, ha danevell o emgav a voe embannet gant WikiLeaks[1] Lavaret en doa Rocard d'ar c'hannadour e oa bet savet ar Stad C'hall war dismantroù pemp sevenadur : ar sevenadur breizhek, an hini okitan, an hini elzasat, an hini korsat hag an hini flamank.[2].
En e raok: Jacques Chirac |
Kentañ Ministr Bro-C'hall Mae 1988 – Mae 1991 |
War e lerc'h: Édith Cresson |