Mikael an Nobletz | |
---|---|
Anv ganedigezh | Mikael an Nobletz |
Ganedigezh | Plougerne (Breizh) |
Marv | Konk-Leon (Breizh) |
Lec'h(ioù) pirc'hirinded | chapel Sant-Mikael e Plougerne, chapel Sant-Mikael e Douarnenez, chapel Sant-Mikael e Konk-Leon ; bez en iliz Konk-Leon |
Mikael an Nobletz, ganet e Plougerne e 1577 ha marvet e 1652 e Konk-Leon, a oa ur beleg, ur teologour, hag ur misioner breizhat. Bet eo bet Mikael an Nobletz an hini kentañ hag unan eus nerzhusañ misionerien an Adkempenn katolik e Breizh-Izel, en penn kentañ ar seitekvet kantvet.
Ganet d’an 29 a viz Gwengolo 1577, en maner Kerodern, parrez Plougerne, Mikael an Nobletz a oa ar pevare eus 11 bugel. E dad a oa Herve an Nobletz, noter a-roue, hag e vamm Soaz a Lezgwern.
Ober a reas e studi e skolaj an Tadou jezuist, e Bourdel hag e Ajen, etre 1596 ha 1606, ha goude-se c’hoaz e Skol-Veur ar Sorbonne, e Pariz ; beleget e oe e 1607. Distroet da Blougerne, ec’h en em dennas, e-pad ur bloavez a-bezh, en ur minihi e-noa lakaet sevel e-mesk ar reier, war aod Tremenac’h : eno e renas ur vuhez rust. Ober a reas neuze e zoñj mont da veleg misioner.
Da gentañ, Mikael an Nobletz a ra un taol esâ e ti dominikaned Montroulez, lec'h ma vo kaset kuit goude un taol-sod. Goude-se, gant aotre eskob Landreger, hag hini eskob Leon, stagañ a reas Mikael an Nobletz gant ar misionoù e bro-Dreger-vihan, Montroulez, ha bro-Leon, o vont goude-se e enez-Eusa, e enez Molenez, hag e enez-Vaz : kement-se a-raok mont da Vro-Gerne e 1614.
Da gentañ ez eas da jom e Kemper, ma prenas eno un tamm ti, e karter Douar-an-Dug. Eus Kemper ez ae da brezeg misionoù, er Faou, e Konk-Kerne, Gwaien, hag e enez Sun. Anvet da berson e Meilar, e roas e zilez un nebeud mizioù goude, evit dont da jom, e miz Mae 1617, e Douarnenez, na oa en amzer-se ur c’harter eus parrez Ploare.
E-pad daou pe tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mont a ra da welet an dud paour hag a re glañv ; lakaad a ra da dalvezout doareoù nevez evit kelenn ; skrivañ a ra kantikoù brezhoneg. Evit rei brud d’e brezegennoù, e ra diouzh ur c’hiz savet gantañ : livañ taolennoù war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennoù eus ar vuhez. Diwezhatoc’h e vo savet, diwar ar skouer-se, meur ha meur a daolenn ar misionoù.
E 1639 pe 1640, e teuas dom Mikael en-dro en e eskopti Leon : un ti a brenas e Konk-Leon, ma chomas ennañ e-pad an daouzek pe trizek bloavez diwezhañ eus e vuhez. E 1651 pe 1652, e oe roet dezañ gant Doue kaout merkoù Pasion Or Zalver en e gorv[1]. Mervel a reas e Konk-Leon, d’ar 5 a viz Mae 1652, d’an oad a bemzek vloaz ha tri-ugent.
Bet eo bet dom Mikael an Nobletz, en penn kentañ ar seitekvet kantvet, an hini kentañ hag unan eus nerzhusañ misionerien an Adkempenn katolik e Breizh-Izel. Roet e oa bet dezañ gant lod ul lesanv "ar beleg foll". Skrivet e-neus dom Mikael an Nobletz un deizlevr eus e visionoù : bez ’e c’heller lenn darn anezho en e vuhezskrid embannet e 1666 gant an Tad jezuist Anton Verjus (Buhez an Aotrou Nobletz, Beleg ha misioner eus Breizh). Adkroget eo bet e labour, ka kresket, gant an den eüruz Juluan Maner (1606-1683).
E 1701 e oe digoret ar prosez a eürusadur dom Mikael an Nobletz. Adlañset e oe e 1888, gant an Aotrou Lamarche, eskob Kemper ha Leon. A-drugarez d’un dekred eus ar pab Leon XIII, d’ar 6 a viz Ebrel 1897, e voe roet aotre da gas war-raok kaoz dom Mikael betek Kongregasion Sakr al Lidoù. Anzav a reas ar pab sant Pi X, kalonegezh vertuzioù dom Mikael, d’ar 14 a viz Kerzu 1913[2].