Deroù ar prantad labour | 1996 ![]() |
---|---|
Lec'h diazez | Berlin ![]() |
Tachenn | tekno ![]() |
Label sonerezh | BPitch Control, Monkeytown Records ![]() |
Bro orin | Alamagn ![]() |
Lec'hienn ofisiel | http://www.modeselektor.com/ ![]() |
Modeselektor a zo ur strollad sonerien eus Berlin. Sonerezh elektronek a vez graet ganto. Daou ezel a zo er strollad: Gernot Bronsert ha Sebastian Szary. Levezonet eo o sonerezh gant IDM, glitch, elektro ha sonerezh hip hop.
Izili Modeselektor a gejas e 1992 e Berlin hag e krogjont da seniñ gant an anv Fundamental Knowledge. E 1996 e tibabjont an anv Modeselektor.
E 1999 ec'h aozas Modeselektor e remiks kentañ hag e krogas da labourat gant Pfadfinderei, ur VJ eus Berlin. E 2000 e kejjont ouzh Ellen Allien, a zegemeras anezho en he zi-embann BPitch Control. Da-heul o fladenn gentañ, Hello Mom! (2005) he zitl, e teuas er-maezHappy Birthday! (2007), ma voe pedet da ganañ tud evel Paul St. Hilaire, TTC, Puppetmastaz, Thom Yorke ha Maxïmo Park. Labouret o deus ivez gant Otto von Schirach, Siriusmo ha Apparat.
E miz Meurzh 2009 e lakajont embann ur bladenn gant Apparat gant an anv Moderat.
Modeselektor a c'haller gwelout en teulfilm Speaking In Code (2009).[1]