Monferrato (Monfrà e piemonteg) zo ur vro gozh hag un dugelezh eus hanternoz Italia, e Piemonte. Casale Monferrato ( Casal e piemonteg, Casà e rannyezh Monferrato) a oa ar gêrbenn anezhi.
Aet eo d'ober proviñsoù Alessandria ha Asti.
Skrivagnerien brudet ar vro eo ar barzh Vittorio Alfieri hag Umberto Eco.
Treuzet eo Monferrato gant ar stêr Tanaro.
Kontelezh e oa a-raok dont da vout markizelezh en 967 ha dugelezh en 1574. Gallout a reer gwelout meur a varevezh en istor ar vro:
Brudet eo gwin Monferrato
Ar Sacro Monte di Crea zo un dorgenn e Monferrato, en ardremez Serralunga di Crea, e proviñs Alessandria, ha lakaet e 2003 war roll glad an denelezh gant an UNESCO .