Nelson Gonçalves, pe Antônio Gonçalves Sobral hervez e wir anv, ganet d'an 21 a viz Mezheven 1919 e Santana do Livramento, e Rio Grande do Sul, ha marvet d'an 18 a viz Ebrel 1998, zo ur c'haner ha sonaozer eus Brazil, brudet-bras er bloavezhioù 1950.
Portugaliz divroet da Rio Grande do Sul e oa e dud, met goude ganet o mab ez ejont da chom da São Paulo ma tremenas e vugaleaj, e karter Brás. Gant e dad ez ae d'ar foarioù: an tad a c'hoarie an hini dall hag a sone biolin, ar mab a gane. Mekanikour e voe ivez, ha kampion boks e tolead São Paulo pa oa 16 vloaz. Dimeziñ a reas da Elvira Molla ha daou vugel o doe. Pa oa dilabour ez eas da servijer en ostaleri e vreur, en avenida São João.
E 1939 ez eas da chom da Rio de Janeiro. E 1941 e reas ur bladenn 78 tro, a reas un tamm berzh. Brudet e voe dre ar skingomz er bloavezhioù 1940 ha 1950, diwar skouer Orlando Silva ha Francisco Alves.
Em 1952 e timezas da Lourdinha Bittencourt, a gemeras lec'h Dalva de Oliveira en Trio de Ouro. Dibriediñ a rejont e 1959.
Adal 1958 e kemeras kokain ha bac'het e voe e-pad miz e 1965 ; Da-heul e reas ar bladenn A Volta do Boêmio nº1[1], a reas berzh bras.
Em 1965 ec'h addimezas da Maria Luiza da Silva Ramos, ha daou vugel o doe, Ricardo da Silva Ramos Gonçalves ha Maria das Graças da Silva Ramos Gonçalves. Sikouret e voe gant e bried da zilezel an dramm.
Tonioù samba dreist-holl a savas, ha muiañ ma labouras a voe entre 1941 ha 1998. Kanañ a reas tango ivez[2] Kenlabourat a rae dreist-holl gant Adelino Moreira . Goude ma oa mouezhiet-kaer e oa gag ivez. Breinet e voe e vuhez gant kokain.
Mervel a reas d'e 79 bloaz. Beziet eo e bered São João Batista (Cemitério São João Batista) en Rio de Janeiro.
Eil kaner ar vro eo evit a sell ar pladennoù gwerzhet (62 million), war-lerc'h Roberto Carlos (77 milion).
E 2001 e voe savet ur film diwar-benn e vuhez gant Elizeu Ewald .
Mervel a reas diwar un taol-kalon e ranndi e verc'h Margareth, e Rio de Janeiro.
(pt)