Neukölln

Lec'hiadur 8vet arondisamant Berlin
Ardamez an arondisamant

Neukölln a zo 8vet arondisamant (Bezirk) Berlin. E su ar gêr emañ, hag an arondisamant pobletañ eo. Da vare rann Berlin e oa eus tu ar c'hornôg. Da vare adreizhadenn 2001 eo bet unan eus an teir fastell-vro a zo deuet da vezañ arondisamantoù hep ma vefe kemmet o bevennoù. Ennañ e kaver ar c'hêriadennoù da heul : Neukölln, Rudow, Britz, Gropiusstadt ha Buckow.

  • Gorread : 44,9 km²
  • Poblañs : 305 738 annezad (31/07/2007)
  • Stankter ar boblañs : 6805 annezad /km²

Anv a voe graet eus Neukölln evit ar wech kentañ e 1360. D'ar mare-se e oa ur gêriadenn anvet Richardsdorf. Frederick William I Prusia en em stalias eno e 1737, d'ar mare-se e oa anvet Rixdorf. E 1874 e oa 8000 annezad, 15000 dek vloaz goude. D'ar 1 a viz Mae 1899 e teuas da vezañ ur gêr dizalc'h, hag an anv Neukölln a voe roet dezhi e 1912 diwar anv lodenn goshañ Berlin. E 1920 e teuas da vezañ ul lodenn eus Berlin Veur. Gropiusstadt a zo bet savet etre 1966 ha 1975, diwar steuñv Walter Gropius. Damheñvel ouzh La Defense e Pariz eo, hag ennañ ez eus ouzhpenn 60000 annezad.

Karterioù an arondisamant
  • Neukölln
  • Britz
  • Buckow
  • Rudow
  • Gropiusstadt

Politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti-kêr Neukölln

Heinz Buschkowsky (SPD) eo ar maer. E parlamant an arondisamant e kaver (niver a zileuridi) :

(dilennadegoù 2006)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.