Otto Dix

Otto Dix
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhAlamagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denOtto Dix Kemmañ
Anv ganedigezhWilhelm Heinrich Otto Dix Kemmañ
Anv-bihanOtto, Wilhelm Heinrich Otto, Wilhelm Kemmañ
Anv-familhDix Kemmañ
Deiziad ganedigezh2 Kzu 1891 Kemmañ
Lec'h ganedigezhUntermhaus Kemmañ
Deiziad ar marv25 Gou 1969 Kemmañ
Lec'h ar marvSingen (Hohentwiel) Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvGwallzarvoud eus gwazhied an empenn Kemmañ
Lec'h douaridigezhHemmenhofen Kemmañ
PriedMartha Dix Kemmañ
BugelUrsus Dix, Nelly Dix, Jan Dix Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetesperanteg, alamaneg Kemmañ
Tachenn labourlivouriezh, Arzoù ar gweled Kemmañ
ImplijerDresden Academy of Fine Arts Kemmañ
Bet war ar studi eKunstgewerbeschule Dresden, Dresden Academy of Fine Arts Kemmañ
StudierErika Streit Kemmañ
Bet studier daErnst Schunke, Carl Senff, Richard Guhr, Otto Gussmann Kemmañ
Strollad etnekGermans Kemmañ
Perzhiad edocumenta, Documenta III Kemmañ
BrezelBrezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed Kemmañ
List of workslist of paintings by Otto Dix Kemmañ
Oberenn heverkGroßstadt, Die Skatspieler, Der Krieg Kemmañ
LuskadExpressionism, New Objectivity Kemmañ
Ezel eusAcademy of Arts of the GDR, Prussian Academy of Arts, Dresdner Sezession Kemmañ
Darvoud-alc'hwezNazi book burnings Kemmañ
Prizioù resevetCommander's Cross of the Order of Merit of the Federal Republic of Germany, Medal Carl von Ossietzky, honorary citizen of Gera, Lichtwark Prize Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.otto-dix.de Kemmañ
Dileuriet gantArtists Rights Society Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerVerwertungsgesellschaft Bild-Kunst, reproduction right represented by CISAC-member Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Teuliad arzour ePhiladelphia Museum of Art Library and Archives, Frick Art Research Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library Kemmañ
Otto Dix (a-zehou)

Otto Dix (2 a viz Kerzu 1891 e-kichen Gera25 a viz Gouere 1969 e Singen) a oa ul livour alaman eus luskad an eztaolouriezh hag an Neue Sachlichkeit.

Ti Otto Dix e Gera

Micherour e oa e dad, Ernst Gauis Franz Dix e anv, met deskadurezh war arzoù en doa bet Oto Dix digant e vamm, hag a oa dedennet gant ar sonerezh hag al livouriezh. E-pad e vugaleaj e teske Dix gant ar c'helenner Ernst Schunke. Etre 1905 ha 1909 e teskas ivez gant Carl Senff. Goude bezañ bet ur yalc'had e voe degemeret Dix e skol arzoù-pleustek Dresden, ma teskas etre 1909 ha 1914. Johann Nikolaus Türk ha Richard Guhr a oa e-touez e gelennerien. Ouzh meur a luskad livañ e klaskas Dix tostaat : ar gubouriezh, dazontouriezh, an dadaouriezh. Perzh a gemeras e Brezel-bed kentañ abalamour ma felle dezhañ santout mat ha bezañ intret gant an anken hag ar marv. Kaset e voe d'an talbenn er Champagne, er Somme hag e Rusia. E Düsseldorf e studias eus 1919 da 1922, kent emezelañ d’an emsav realour ha flemmus (Neue Sachlichkeit) objektivelezh Nevez. E skol arzoù-kaer Dresden e kelennas da c’houde adalek 1927. Gant Martha Lindner e voe dimezet er bloaz 1923. 70 poltred a livas diouti e-kerz o vuhez asambles. Tri bugel o doe Nelly (de) (1923-1955), Ursus (1927–2002) et Yann (1928–2019). Perzh a gemeras e diskouezadeg kempred al livourien-gravourien alaman aozet e Pariz e-barzh al levraoueg vroadel, e 1929. Poltredoù arzourien, poltredoù gwazed ha meinlivouriezh, ha poltredoù maouezed.

Da vare an Trede Reich

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur wech ma voe tapet ar galloud gant an nazied e 1933 e voe Dix, e-touez ar gelennerien gentañ difennet outo da gelenn, e-se e voe skarzhet diouzh akademiezh Dresden. Ar renad nevez a soñje dezho e oa ur « bolchevik eus ar sevenadur » anezhañ. Hevelep bloavezh e oa bec’h warnañ, peogwir e oa en arvar da vout kaset en toull-bac’h pe en ur c’hamp-bac’h. Diwar neuze e krogas gant un divroadeg eus an diabarzh, hag eñ mont d'en em staliañ e mervent Alamagn e Randegg. E 1936 ez eas da Hemmenhofen ma livas gweledvaoù. Gant an nazied e voe lâret, e 1937, e sevene oberennoù distaret. Dilammet e voe betek 170 a oberennoù savet gantañ, diouzh ar mirdioù. Ul lodenn vat a voe devet, hag ul lodenn all a voe diskouezet da-geñver diskouezadeg an arz disteraet. E 1938 e voe harzet gant ar Gestapo ha bac'het e-pad div sizhunvezh. Rediet e voe eta brezeliñ e-pad an Eil Brezel-bed. Prizoniet e voe gant ar C'hallaoued[1].

Goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar brezel ha betek e varv e pellaas Dix diouzh al luskadoù arzoù nevez. Ne teue ket a-benn da vezañ plijet nag gant luskad arz ar realouriezh sokial a rae berz d’an ampoent en DDR, nag gant an arz a-c’houde brezel er BRD. Enoret e voe gant titloù anaoudegezh roet dezhañ a-berzh an daou Stad.

Meur a briz a resevas memestra :

Mervel a reas Dix d'ar 25 a viz Gouere 1969 e Singen abalamour d'un angwazhiad. E bered Hemmenhofen emañ e vez.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En alamaneg
  • Eva Karcher: Otto Dix - 1891 1969 - Leben und Werk, Köln 1988
  • Florian Karsch: Otto Dix. Das graphische Werk, Hannover 1970
  • Fritz Löffler: Otto Dix. Leben und Werk, Dresden 1977
  • Fritz Löffler: Otto Dix 1891–1969. Œuvre der Gemälde, Recklinghausen 1981
  • Fritz Löffler: Otto Dix. Bilder zur Bibel. Berlin: Union Verlag, 1986.
  • Ulrike Lorenz: Otto Dix. Das Werkverzeichnis der Zeichnungen und Pastelle, Weimar
  • Ulrike Lorenz: Dix avant Dix. Das Jugend- und Frühwerk 1909–1914, Jena: Glaux, 2000
  • Catalogue d'exposition, Galerie der Stadt Stuttgart, Nationalgalerie Berlin 1991
  • Suse Pfäffle : Otto Dix. Werkverzeichnis der Aquarelle und Gouachen, Stuttgart 1991
  • Diether Schmidt: Otto Dix im Selbstbildnis, Berlin 1981
  • Dietrich Schubert. Otto Dix - Der Krieg. 50 Radierungen von 1924. Jonas Verlag, Marburg 2002
  • Birgit Schwarz: Großstadt, Frankfurt/M. 1993
E galleg
  • Otto Dix : Dessins D'une Guerre a L'autre. Katalog an diskouezaeg e kreizenn Georges Pompidou, Gallimard, 2003. ISBN2844261671
  • "Otto Dix, Metropolis" katalog an diskouezadeg e Diazezadur Maeght, St.Paul de Vence
  • Eva Karscher, Otto Dix (1891-1969) "Je deviendrai célèbre ou je serai honni", Taschen, Köln, 1992
  • Serge Sabarsky, Otto Dix, Denis-Armand Canal, Herscher, 1992

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Serge Sabarsky, p. 21

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.