Iskevrennad eus | mechanized infantry unit |
---|---|
Brezel | Eil Brezel-bed |
Panzergrenadier, berraet e PzGren pe Pzg, zo un anv alamanek evit an droadegiezh gant karbedoù pe an droadegiezh mekanikaet – da lavaret eo troadeien kaset gant karbedoù stourm arbennikaet evel ma oa bet krouet e-pad an Eil Brezel-bed. Implijet e vez ar ger-se bremañ ivez evit unvezioù heñvel e luioù Aostria, Alamagn ha Suis.
E-barzh an Heer, ur skourr eus al lu alaman, ar Panzergrenadier zo ivez ar renk izelañ evit an emouestlidi (Mannschaften) er Panzergrenadiertruppe (soudarded an unvezioù Panzergrenadier), lakaet skoaz-ha-skoaz gant ar c'hod OTAN OR-1.
Ar ger Panzergrenadier ne veze ket implijet betek ar bloavezh 1942. An troadegiezh er rannarmeoù panzer adal 1937 a oa anvet rejimantoù Schützen ; dougen a raent ar memes ardamez roz war o unwiskoù evit bourzhidi an tankoù (gant un "S" evit chom hep kemmeskañ ar Schützen gant bourzhidi an tankoù pe an unvezhioù enep tankoù a zouge ar memes livioù).
Ar soudarded en unvezioù kefluskeriet arbennikaet a zouge ardamez gwenn an troadegiezh. E 1942, pa voe adanvet ar rejimantoù troadegiezh da rejimantoù greunadennerien gant Adolf Hitler e stumm un enoriñ lu Friedrich II, ar rejimantoù Schützen (hag ar soudarded o sevel anezho) a grogas da vezañ anvet "rejimantoù Panzergrenadier" memestra evit an unvezioù troadegiezh kefluskeriet hag ar soudarded.
Al livioù rejimantel pe Waffenfarbe a voe cheñchet eus al liv gwenn (evit an troadegiezh kefluskeriet ) pe roz d'al liv gwer sklaer na veze douget nemet gant an unvezioù marc'hoù-tan. Un nebeud unvezhioù na gemmjont nag o anvioù, nag o livioù waffenfarbe betek 1943 ; un darn eus henaourien ar re Schützen a zisentas hag a zalc'has d'o livioù roz-mouk betek fin an Eil Brezel-bed.