E studi a reas e kolaj ar Jezuisted e Roazhon evel Évariste Parny a oa gantañ.
Kentañ a reas a voe emban barzhonegoù skañvik en Almanach des Muses. E 1778, e skrivas La Satire des Satires, ha bloaz goude ec'h embannas ur gontadenn, La Confession de Zulmé, bet skrivet gantañ meur a vloaz a-raok, ha bet adskrivet gant meur a zen a lavare bezañ an oberourien anezhi.
Brudet e voe an oberenn, hag an oberour da-heul. Abalamour dezhi e voe kinniget labour dezhañ e burevioù Jacques Necker.
E 1789, pa oa troet un tamm gant an Dispac'h e kenlabouras gant La Feuille villageoise, ar Moniteur universel hag an Décade philosophique.
Da vare an Directoire e voe anvet da rener an Instruction publique e ministrerezh an Diabarzh (adalek miz Du 1795 – betek miz Meurzh 1798). Ezel e oa d'an Institut e klasad ar Skiantoù moral ha politikel .
Goude ar mare buhez-se e bed ar velestradurezh hag ar politikerezh e tistroas war-dro al lennegezh: « Echuet en deus e vuhez, eme Chateaubriand en e Mémoires d'Outre-tombe, evel lennegour ha buruteller enoret, hag a zo gwelloc'h c'hoazh, skrivagner dizalc'h e-barzh an "Décade". Gant an natur e oa bet lakaet el lec'h ma oa bet tennet anezhañ dre zievezh. »
Un den onest ha madelezhus e oa, ha graet e veze « le bon Ginguené » anezhañ. Ur straed zo bet anvet diwar e lerc'h e kêr Roazhon.
Ezhomm zo da vrezhonekaat ar pennad-mañ : treiñ an traoù manet en ur yezh all, pe lakaat en doare-skrivañ peurunvan ha netra ken, pe ober gant gerioù brezhonekoc'h ivez ouzhpenn.
Pomponin, ou le tuteur mystifié, opera fentus e div lodenn, kinniget e kastell Fontainebleau en 1777.
De l'autorité de Rabelais dans la révolution présente et dans la constitution civile du clergé, ou institutions royales, politiques et ecclésiastiques, tirées de "Gargantua" et de "Pantagruel", 1791
Tableaux de la Révolution française, ou Collection de quarante-huit gravures, réprésentant les événements principaux qui ont eu lieu en France depuis la transformation des États généraux en Assemblée nationale, le 20 juin 1789, kenlabour gant an abad Claude Fauchet, Chamfort et Pagès, 1791-1804
De M. Necker, hag e levr anvet : "De la révolution française", 1796
Coup d'œil rapide sur le ″Génie du christianisme″, ou Quelques pages sur les cinq volumes in-8° embannet gant an titl-se gant François-Auguste Chateaubriand, 1802
Lettres de P.-L. Ginguené,... à un académicien de l'Académie impériale de Turin [l'abbé Valperga de Caluso] sur un passage de la vie de Vittorio Alfieri, 1809
Paolo Grossi, Pierre-Louis Ginguené, historien de la littérature italienne, Bern, Lang, 2006 (ISBN 9783039111503)
Édouard Guitton, Ginguené : idéologue et médiateur, Roazhon, Presses universitaires de Rennes, 1995 (ISBN 2868471579)
Paul Hazard, Journal de Ginguené, 1807-1808, avec une étude, Paris, Hachette, 1910
(it) Cristina Trinchero, Pierre-Louis Ginguené (1748-1816) e l'identità nazionale italiana nel contesto culturale europeo, Roma, Bulzoni, 2004 (ISBN 9788883199950)
Sergio Zoppi, P.-L. Ginguené journaliste et critique littéraire, Torino, G. Giappichelli, 1968