Ar potop szwedzki ("liñvadeg svedat") eo an anv a vez graet e poloneg (Švedų tvanas e lituaneg) eus ar brezelioù a rivinas Republik an Div Vroad, kenunaniezh Pologn ha Lituania er XVIIvet kantved.
Stag eo an anv-se ouzh aloubidigezh Pologn-Lituania gant Svediz eus 1655 betek 1666. En ur ster ledanoc'h e krogas ar potop szwedzki gant emsavadeg Khmelnitski en Ukraina e 1648, ha ne echuas nemet e dibenn 1667.
A-raok ar potop eo Republik an Div Vroad a oa ar Stad vrasañ en Europa en ur bloc'had, rak an Impalaeriezh Santel Roman German ne oa brasoc'h nemet a-strew.
Dre hec'h arme kreñv-bras e oa Pologn-ha-Lituania ur Stad pouezus er rannved. Un drederenn eus he foblañs a gollas avat a-hed an heuliad brezelioù a voe d'ar mare-se, koulz hag un darn vras eus he ziriad, ar pezh a ziskaras he stadud a c'halloud rannvedel.