Kentañ meneg eus Pyramos ha Thisbe a oa gant Caius Julius Hyginus, met ne ra anv nemet eus o emlazh. Ovidius avat eo an hini kentañ a gont ar vojenn er Metamorfozoù: Pyramos ha Thisbe zo daou zen yaouank eus Babilon hag a zo o chom e daou di stok-ha-stok, hag en em garout a reont en desped d'an enebiezh ruz zo o ren etre o zud a nac'h reiñ aotre dezho da zimeziñ.
Un noz e fell dezho en em gavout e-maez kêr, dindan ur bod-mouar gwenn. Thisbe an hini a erru da gentañ, met pa wel ul leonez o tostaat, ha gwad ouzh he geol, e red kuit. Koll a ra he gouel, a zo drailhet gant al leonez, ha labezet a wad. Pa zeu Pyramos e wel ar ouel ha roudoù al loen ferv. Krediñ a ra dezhañ eo bet lazhet Thisbe, m'en em lazh gant ar glac'har o'n em deurel war e gleze. Ha Thisbe pa zistro a wel korf marv he c'harantez, hag en em lazh ivez gant kleze he muiañ-karet.
A c'hwi, ma zud re reuzeudik ! C'hwi, ma zad ha c'hwi, a voe tad dezhañ, selaouit ma fedenn diwezhañ! Na nac'hit ket ouzhimp an hevelep bez pa'z eo an hevelep karantez, an hevelep marv a venne hon unaniñ! Ha te, gwezenn ar c'hañvoù, a c'holo korf Pyramos gant da skeud, hag a zo o vont da c'holeiñ ma hini emberr, mir roud hon gwad! doug bremañ frouezh hag a vo arouez ar boan hag an daeroù, testeni gwadek eus daou aberzh daou garedig! (Troet diwar Ovidius).
Diwar an deiz-se, hervez Ovidius, eo ruz ar mouar. Ha boas e oa ar Romaned da ober Pyramea arbor (« gwezenn Pyramos ») eus ar gwez-mouar.
E meur a skrid all eus an Henamzer diwezhañ (re Nonnos Panopolis pe romantkristen ar Recognitiones) e kaver doareoù all disheñvel diouzh hini Ovidius. Enne e c'hoarvez an istor en Kilikia, e tiskouezer Thisbe o'n em lazhañ da gentañ pa wel eo dougerez, dre aon rak he zud, ha Pyramos d'ober kemend-all war he lerc'h. Neuze eo metamorfozet an daou zen yaouank, troet Pyramos e stêr ha Thisbe e mammenn. Ur stêr Pyramos a red en Kilikia, ha kement-se a c'hallfe diskouez eo gwall gozh an doare-se eus ar vojenn, ha marteze koshoc'h eget hini Ovidius en-eeun.
en Il Decamerone e lenner un istor damheñvel dindan pluenn Boccaccio, e pempet danevell ar seizhvet devezh. Daou zen yaouank zo ret dezho kengomz dre frailh ur voger evit mirout ouzh o zud da c'houzout o darempred. Disheñvel avat eo dibenn an istor.
e Romeo and Juliet gant William Shakespeare e 1595, eo an hini vrudetañ anezho. Diazezet eo an drajedienn saoznek war ar vojenn hellazat, pe war skrid latin Ovidius, pe war an droidigezh anezhañ gant Golding e 1567.
« Le voilà donc ce nez qui des traits de son maître
A détruit l'harmonie ! Il en rougit, le traître ! »
Kement-se n'eo ken nemet un dave da bennad prezeg Thisbe e pezh Théophile de Viau pa varv he c'harantez: « Ah voici le poignard qui du sang de son maître / S'est souillé lâchement. Il en rougit, le traître ! »
E Les Romanesques ec'h implijas Edmond Rostand danvez Romeo and Juliet nemet lakaat a reas tadoù an daou yaouank da iriennañ evit lakaat o bugale d'en em zaremprediñ oc'h ober van da zifenn outo en em welout;
Diwar Les Romanesques eo bet savet ar gomedienn war gan Fantasticks, a vefe an hini hirañ er bed.
E 1726 e voe c'hoariet Pirame et Thisbée, trajedienn war gan gant François Francœur ha François Rebel, libretto gant Jean-Louis-Ignace de la Serre (1662-1756), e Pariz. Adkemeret ha daskemmet e voe en 1740, 1759 ha 1771. C'hoariet e voe en 2007 en Opéra d'Angers-Nantes, renet gant Daniel Cuiller. Ur bladenn a voe embannet gant an embanner Mirare en 2008.
Embannet eo bet libretto 1726, gant an holl zoareoù ha kemmoù, e-barzh Pyrame et Thisbé, un opéra au miroir de ses parodies (1726-1770), Montpellier, Éditions Espaces 34, 2007;