Sir Richard Owen (20 a viz Gouere 1804-18 a viz Kerzu 1892) a oa ur bevoniour arbennikaet war an anatomiezh keñveriet hag ur paleontologour eus Breizh-Veur, loread eus ar Royal Medal e 1846, eus ar vedalenn Copley e 1851 hag eus medalenn Linnée e 1888. E labourioù anatomiezh keñveriet o deus roet an digarez dezhañ da vadeziñ meur a strollad bras a loened mellkeinek karrekaet, en o zouez an dinosaored.