Rospezh

Rospezh
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Rospez
Bro istorel Treger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton Lannuon
Kod kumun 22265
Kod post 22300
Maer
Amzer gefridi
Jacques Robin
2014-2026
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger ha Goueloù
Lec'hienn Web (fr)Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 778 ann. (2020)[1]
Stankter 134 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 43′ 49″ Norzh
3° 22′ 56″ Kornôg
/ 48.730277778, -3.382222222
Uhelderioù kreiz-kêr : 80 m
bihanañ 31 m — brasañ 112 m
Gorread 13,24 km²
Lec'hiañ ar gêr
Rospezh

Rospezh (distaget [ˈrospəs]) a zo ur gumun eus Treger, e Breizh, e departamant Aodoù-an-Arvor, hag en arondisamant ha kanton Lannuon.

  • Emañ ar gumun 9 c'hilometr er reter da Lannuon. Ur gumun vihan eo gant ur 1 600 annezad bennak. Ur gumun diwar ar maez eo bet e-pad pell met o cheñch emañ tamm-ha-tamm abaoe ur pennad. Kreskiñ a ra ar bourk, diwar goust douaroù labour. Tachennoù nevez a zo bet digoret evit lojañ an dud, evel e Komanant Nonenn, ur c'harter nevez-flamm. Ar stêr Gindi a ra disparti gant Kaouenneg-Lanvezeeg.

Kumunioù amezek : Louaneg; Kervaria-Sulard; Trezeni; Lanvilin; Kemperven; Kaouenneg-Lanvezeeg; Lannuon (Bulien; Brelevenez).

  • B. Tanguy : Rosbeith, 909; Rospez, fin XIVvet; 1437, 1486
  • E. Vallerie : Rosbeith, IXvet; Rospen, 1516
  • An anv Rospezh (Rosbeith gwechall) a zo savet gant ar ger kozh "roz" (ur run), hag ur ger all dianav hag a zo liammet gant ar ger brezhonek kozh "paith" a gaver e kembraeg c'hoazh, o talvezout kement ha plaenenn (?). Rospezh a zo bet ur barrez adalek 1437 (diwar dielloù eus al Liger Atlantel, B2982).
  • Un disrann eus parrez Louaneg eo. Rospezh a c'hellfe bezañ ur diazezadur kozh. Ul lec'h anvet "Rospez-Meur" a oa gwechall. E 1521 e oa bet degaset barnerezh roueel Lannuon da Rospezh abalamour d'ar vosenn.
  • 48 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,15 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 .
  • Mervel a reas seizh den ag ar gumun abalamour d'ar brezel .

Ar Brezoneg er Skol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].

Klasoù divyezhek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Klasoù divyezhek a zo er skol gatolik prevez abaoe 2004.
  • E distro-skol 2024 e oa 30 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (13,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik.
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[4].
  • Bez' ez eus ur poull-kannañ brav-kenañ nevez-adc'hraet.

Chapel Sant-Andrev a Gerwenn (XVvet)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chapel Sant Tomael (XVIIvet)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol. Hent ar Groaz e brezhoneg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

skeudennoù all da zont

Lavaret a zo bet hag iliz Rospezh e oa unan eus ar re vilañ eus bro Lannuon (evel hini Servel) . Ma'z eo gwir hag eo un tamm divalav en diavez, bez ez eus traoù talvoudus bepred da welout e-barzh.

Hent ar Groaz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Listenn aotroù maer lec'h-oc'h-lec'h
Mare Anv Strollad Karg
1998 2004 Jean-Claude Lagadec PS
2004 2008 Martine Le Diuzet
Meurzh 2008 - Jacques Robin Gwaz takad-bro
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
Bro Kêr Abaoe
Iwerzhon An Cheathrú Rua(Daveoù a vank) (ur raktres hepken, war a seblant)

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud douaret eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (fr)Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  3. (br)Ofis ar Brezhoneg
  4. (fr)Memorial Genweb