Rouantelezh León


Reino de León/ Reinu de Llión
León
910 – 1301
Flag Ardamezioù
Banniel ardamezioù
Location of Rouantelezh León
Location of Rouantelezh León
Kêr-benn Dianav
Yezh(où) Latin, Leoneg[1] Spagnoleg, Galizeg ha marteze Mozarabeg.
Gouarnamant Monarkiezh
Istor
 - Krouet 910
 - Aet da get 1301

Rouantelezh León a oa ur stad dizalc'h e gwalarn Ledenez Iberia. Krouet e voe e 910 pa zilec'hias tierned kristen Rouantelezh Asturiez o c'hêr-benn eus Oviedo da gêr León. Kontelezh Portugal a zeuas da vezañ ur rouantelezh, dizalc'h diouti e 1139, tra ma oa bet kemeret proviñsoù ar reter e 1230 gant Rouantelezh Kastilha.

Etre 1296 ha 1301 e voe dizalc'h rouantelezh León adarre, ha pa voe adunanet gant Rouantelezh Kastilha e chomas ur rouantelezh betek 1833, evel ul lodenn eus Bro-Spagn. E dekred roueel an 30 a viz Du 1833 e selled ouzh rouantelezh León evel ul lodenn eus rannvroioù Bro-Spagn ha rannet e oa etre proviñsoù León, Zamora, ha Salamanca.

E 1978 e voe bodet an teir froviñs-se eus León istorel gant c'hwec'h proviñs istorel Kastilha gozh d'ober Kumuniezh emren Kastilha ha León.

XIvet-XIIvet kantved: kresk León

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rouantelezh León a emledas adalek ar stêr Douro hag ar Sistema Central betek Extremadura a vremañ, nemet tud a vanke da adpoblañ ar vro hag ur gouelec'h didud e oa.

Kêr León a voe staget ouzh rouantelezh Asturiez war-dro kreiz an IXvet kantved a-drugarez da Ordoño Iañ en 856, ha gantañ e voe adsavet mogerioù kêr. E vab Alfonso III el Magno a renas war e lerc'h. Pa varvas hennezh e voe rannet rouantelezh Asturiez entre e vibien :

Pa varvas García Iañ en 914, hag eñ divugel, ez eas Ordoño II da León hag eno e voe anvet da roue gant ar bobl, ma c'haller soñjal e oa ar memes roue e Galiza evel e León, hag e voe degaset kêr-benn rouantelezh Asturiez eus Oviedo da León. Krouet e voe ur rouantelezh León nevez eta, Asturiez enni, tra ma chomas Fruela II en Asturiez.

Bec'h a savas entre Alfonso IV hag e vreur Sancho Ordóñez, rannet e voe rouantelezhioù Galiza ha León, mont a reas Sancho da repuiñ da Galiza en 926, ma kemeras kurunenn Galiza, ha dizalc'h e chomas ar vro-se betek e varv e 929. Pa varvas e tegouezhas gouarnerezh an div rouantelezh etre daouarn Alfonso IV adarre.

Bec'h a savas adarre diwezhatoc'h hag e 982 eo Bermudo II León a gemeras kurunenn Galiza. Brezel a voe ha trec'h e voe war Ramiro III León, ha setu adunanet an div vro.

Goude savet ar rouantelezh nevez e kendalc'has an adc'hounit douar diwar-goust ar vuzulmaned, ha zoken diwar-goust rouaned kristen all evel rouantelezh Navarra.

Rouantelezhioù al ledenez en 843 ha 1150.
Rouantelezhioù al ledenez en 1030.
  1. Menéndez Pidal, Ramón. "El Dialecto Leonés" pages 33–37.1906