Sant-Juluan-Kankell

Sant-Juluan-Kankell
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Saint-Julien-de-Concelles
Bro istorel Bro-Naoned
Melestradurezh
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Arondisamant Naoned
Kanton Lavreer-Botorel betek 2015, Gwaled abaoe 2015
Kod kumun 44169
Kod post 44450
Maer
Amzer gefridi
Thierry Agasse
2020-2026
Etrekumuniezh Kumuniezh kumunioù Sevr ha Liger
Bro velestradurel Bro Gwiniegi Naoned
Lec'hienn Web www.st-julien-de-concelles.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 7 505 ann. (2020)[1]
Stankter 236 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 15′ 15″ Norzh
1° 23′ 04″ Kornôg
/ 47.2541666667, -1.38444444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 24 m
bihanañ 0 m — brasañ 53 m
Gorread 31,74 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Juluan-Kankell

Sant-Juluan-Kankell a zo ur gumun a Vreizh e Kanton Gwaled, e Liger-Atlantel, e gevred ar vro.

  • War lez al Liger emañ ar gumun.
  • Erwan Vallerie (1995) ː Sanctus Julianus cum Aqua Cancella, 1123.

Geotet e chapel Sant Bartalame en argant skoret gant un eilenn gommek ivez en argant ha leinet gant teir flourdilizenn en aour treustellet

  • E 1890 e voe ijinet gant ar geginerez Clémence Lefeuvre an amann gwenn en he freti La Buvette de la Marine, war ribl ar Liger, er gêriadennig « La Chebuette ».
  • Italia: mervel a reas trizek gwaz eus ar gumun.
  • Brezel Krimea: mervel a reas seizh gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel.
  • Brezel 1870-1871: seitek gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel.
  • Trevadennoù : mervel a reas c’hwec’h soudard eus ar gumun en Aljeria.
  • Mervel a reas 129 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,05% eus he foblañs e 1911[3].
  • Pemp den bet fuzuilhet e Naoned e 1941 gant an Alamaned a voe douaret e bered ar gumun[4].
  • Mervel a reas nav den ag ar gumun hervez monumant ar re varv[5].

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Iliz katolik Sant Juluan.
  • Ti-meur La Meslerie.
  • Monumant ar re varv e brezelioù en XIXvet Kantved, er vered[7].
  • Monumant ar re varv (1914-1918) er vered, luc’hskeudennoù[8],[9].
  • Monumant ar re varv (1939-1945) er vered, luc’hskeudennoù[10],[11].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
Meurzh 2001 Meurzh 2008 Pierre Roy
Meurzh 2008 Meurzh 2014 Christophe Audouin
Meurzh 2014 2020 Thierry Agasse
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anger, Angier
Aotrounez Gué-au-Voyer ha La Séneschalière
Brizhet e sourinan en gul
Sturienn ː Fides
Angevin
Aotrounez La Salmonière
En argant e gebrenn en gul, heuliet ouzh kab gant ur greskenn hebiaet gant div steredenn, an holl en gul, hag ouzh beg gant ur wezenn c'heotet
d'Arquistade, Darquistade
Aotrounez La Sénéchallière ha Gué-au-Voyer
En argant e gebrenn en gul heuliet gant teir melionenn c'heotet
Ballet

Aotrounez Plessis-Tristan

En sabel e valanenn en aour
Bernard
Aotrounez Boisnouveau
En argant e dour en sabel goloet en gul, laket war ur runell c'heotet, ha skoret gant daou arzh en sabel
de l'Epervier / de l'Espervier
Aotrounez l'Epine-Gaudin
En glazur e lammell en aour, heuliet gant peder bezantenn ivez en aour
de Lescoët
Aotrounez Bois-Nouveau
En sabel e sparfell en argant, krabanet, stagellek ha grizilhonek en aour, heuliet gant teir c'hregilhenn en argant
Petiteau
Aotrounez Cléré
En argant e gebrenn en gul heuliet ouzh kab gant div steredenn ivez en gul hag ouzh beg gant un erez en sabel iziliet ha pigoset en gul

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014 • Wikisource
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]