Strollad Labourerion Kurdistan

Banniel ar PKK.

Strollad labourerion Kurdistan (PKK, e kurdeg: Partiya Karkerên Kurdistan, pe KGK ez-ofisiel abaoe 2003), krouet e 1978 gant Abdullah Öcalan, zo ur strollad milourel dizalc'hour eus Kurdistan Turkia hag en em ginnig evel ul luskad gouvrezel a-enep d'al lu turk. Oberiant eo dreist-holl e Turkia, Siria, Iran ha muioc'h-mui en Irak.

Enebiñ a ra douzh Turkia en un doare milourel abaoe 1984. Da vare e grouidigezh e vize da gaout dishualded an tiriadoù kurdek e gevred Turkia. Goulenn a ra bremañ avat e vefe savet ur rannvro emren kevanek en ur reizhiad kevreadel, diskounaet ar rebelled (a vefe aotreet ivez da gemer perzh er vuhez politikel), ha divac'het Abdullah Öcalan a zo dalc'het er vac'h war enez Imrali e gwalarn Turkia abaoe 1999.

Lakaet e vez war roll an aozadurioù sponterion gant meur a vro.

Kealoniezh ha stourm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embann a reas ar strollad mennozhioù broadelour ha marksour-leninour da vare e grouidigezh. Neoazh, dileuskel a reas al leninouriezh e 2003. War-lerc'h un harz-tennañ etre 2000 ha 2004 ec'h adlañsas ar strollad ar gouvrezel a-enep da Durkia.