Sebastien Josse a zo ur merdeer gall ganet e 1975 e Montereau-Fault-Yonne, e departamant ar Seine-et-Marne (77).
Kregiñ ' ra da redadegiñ diwezhat a-walc'h. Goude ma vefe aet ar maout gantañ er Challenge Espoir Crédit Agricole e 1997, ez eo degemeret e Pol Frañs Redadeg Diavaez Penn ar Bed.
E 2002 e sin Sebastien un emglev gant ar stal Vañdead VMI evit adprenañ bag Sodebo Thomas Coville. Ar redadegoù a heul an eil war-lerc'h eben, echuiñ a ra 8vet e The Transat e 2004 pe c'hoazh 5vet en transat Jacque Vabre gant Isabelle Autissier. Pouezusoc'h c'hoazh, echuiñ a ra 5vet er Vendée Globe 2004-2005, e 93 devezh. Un taol-kaer eo pa seller eus an niver a genstriverien ha pa seller oad e vag (darn vrasañ ar genstriverien all a rede war bagoù nevez flamm).
E 2005, ar bank Izelvroad ABN AMRO a zarempred gant Sebastien (pa oa eñ c'hoazh war vor er Vendée Globe), evit kinnig dezhañ sturiañ o eil bag evit ar Volvo Ocean Race. Echuiñ a ra skipailh ABN AMRO II pevare er Volvo Ocean Race 2005-2006, goude 8 miz redadeg a tost da 31 000 miles graet tro dro d'ar blanedenn.
Gourdonniñ a ra hiriv an deiz 2007 Sebastien Josse evit prientiñ ar Vendée Globe 2008-2009 a redo war ar vag nevez sponsorizet gant BT (British Telecom).
E doug ar redadeg-se e sav ur rekord nevez war vagoù ur c'houc'h dezho, 562,96 mile graet war 24 eurvezh.