Tereüs

Tereüs dirak penn e vab Itys, livet gant Peter Paul Rubens, 1636–1638, Mirdi ar Prado, Madrid.
Filomela ha Prokne, gant Elizabeth Jane Gardner (1837–1922)).

Tereüs (Τηρεύς e gregach) a oa mab da Ares, ha roue Trakia.

Brezel a oa etre e amezeg Pandion, roue Aten, ha Labdakos. Mont a reas Tereüs d'en em gannañ da sikour Pandion, ha trec'h e voe. Ha Pandion da reiñ dezhañ unan eus e verc'hed, dezhañ da zibab. Dimeziñ a reas Tereüs d'an hini henañ, Prokne, ha ganet ur mab dezho, Itys e anv.

Tremen a reas ar bloavezhioù, ha setu Prokne aet skuizh gant gouezidi Trakia, ha hiraezh dezhi da vuhez Aten, gant he c'hoar Filomela. Ma c'houlennas digant he gwaz lezel he c'hoar da zont d'he gwelout. Ha Tereüs da lavarout ez aje kentoc'h da gerc'hat anezhi da Aten. Ha mont.

Pa voent distro d'ar gêr ne rae ar roue Tereüs nemet soñjal en e c'hoar-gaer, yaouank ha koant. C'hoantaat a reas kousket ganti, met hi ne felle ket dezhi. He gwallañ a reas, troc'hañ he zeod evit ma ned aje ket da gontañ, ha derc'hel anezhi en ur vac'h, er c'hoad.

D'e wreg e lavaras e oa marvet he c'hoar. Pa glevas an tad, en Aten, e varvas gant ar glac'har.

Filomela avat a rae gwiadoù, hec'h-unanig en he bac'h. Ober a reas ur gwiad ma konte gant lizherennoù torfed Tereüs, hag a gasas anezhañ dre guzh da Brokne. Hag ar c'hoar vras da zeredek da zieubiñ he c'hoar vihan. Ha kas anezhi ganti d'ar c'hastell.

Eno, pa welas he mab Itys, ken heñvel ouzh e dad, ez eas en egar hag en lazhas. Poazhañ a reas anezhañ ha reiñ e gig da zebriñ d'he gwaz en ur friko. Goude e tegouezhas an div c'hoar da ginnig penn ar mab d'an tad war ur plad ha da gontañ penaos o doa aozet koan. Goude e tec'has kuit gant he c'hoar.


Pa gomprenas Tereüs petra he devoa graet e tapas ur vouc'hal da vont war-lerc'h an div c'hoar. E Daulis, e Fokis, e oa enk warne, ma pedjont an Doueed d'o zreiñ en evned.

Met an tri eo a voe troet en evned, ha daou zoare zo d'ar vojenn. Hervez an hini orin : Prokne en eostig a gan he c'han klemmus abalamour d'he mab kollet, ha Filomela e gwennili, peogwir n'he deus teod ebet, ha Tereüs e sparfell bepred war o lerc'h. Hervez ar barzh latin Ovidius eo troet Prokne en gwennili, Filomela en eostig, ha Tereüs en houperig.

Tereüs zo un anv a zo bet roet da dud all e Trakia.

Kemeret e vez an anvioù "Procne" ha "Philomela" el lennegezh da ober meneg eus an eostig, goude ma n'eus nemet unan anezho a zere.


Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Marc Richir, La Naissance des dieux. Paris : Hachette, coll. « Pluriel », 1998.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.