Theodore e saozneg, pe Théodore e galleg, zo un anv-badez a orin gresianek, roet d'ar baotred evel d'ar merc'hed. Koulskoude eo raloc'h evel anv-plac'h, ha Dorothée eo en deus kemeret e lec'h.
Theódoros eo ar stumm orin, diwar Theós, « Doue » (θεός), ha dōron, « donezon, road » (δώρον). Ma c'haller kompren « road digant Doue ».
Kompren a c'haller ivez n'eo nemet an droidigezh e henc'hresianeg eus an anv hebreek מתתיהו, a vez treuzskrivet "Matt(a/i)tyahu", evel anvioù teoforek all, savet diwar un elfenn, anv pe verb, hag ul lostger a zo anv un Doue bennak.