| |||
---|---|---|---|
Un Tinamou digenvez
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Tinamiformes | ||
Kerentiad : | Tinamidae | ||
Anv skiantel | |||
Tinamiformes Huxley, 1872 | |||
Anv skiantel | |||
Tinamidae G. R. Gray, 1840 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An tinamoued a zo evned a-orin eus Kreiz ha Suamerika. Tennañ a reont d'ar skilgegi ha d'ar c'hlujiri gant ur c'horf krenndev ha divaskell bihan.
Dre vras eo gell pe c'hris o fluñv, alies gant brizhennoù pe roudennoù teñval. Bihan eo o fenn ha hir a-walc'h o gouzoug. Diouzh ar spesadoù eo etre 150 g ha 2 kg o fouez, hag etre 15 ha 50 cm o hirder. Berr eo o divaskell ha n'int ket gwall varrek da nijal.
Heñvel eo ar pared ouzh ar parezed.
Turiañ a reont an douar gant o figos hag en em vagañ diwar greun, gwrizioù, frouezh, artropoded (amprevaned, kevnid...) hag a-wechoù mellkeineged bihan (glazarded, gleskered, logod).
Preizhataet e vezont gant an dud, al lern, an tatoued hag ar skoñsed. Klask a reont en em zifenn diouzh o freizhataerien dre chom difiñv. Pa vezont diskoachet e nijont kuit ha mont da guzh er strouezh un tammig pelloc'h.
Da vare an embarañ en em vod ar parezed a strolladoù bihan (betek 4 evn) evit klask ur par. Hemañ a ouenn gant ar parezed a zozv pep a 3 pe 4 vi en un neizh savet en un toull, alies e-harz ur wezenn.
Goret e vez ar vioù gant ar par e-pad 20 devezh ha maget ar ploged gantañ ur miz pe zaou.
Lod eus an tinamoued a vev er c'hoadegoù stank pa vez re all o vevañ e stepennoù krin.
Tinamidae eo ar c'herentiad nemetañ en urzhiad Tinamiformes.
Nav genad a zo ennañ :