Vincent Benoît Camille Peillon, ganet e 1960 e Suresnes, zo ur politikour gall, e kuzul-ren ar PS, bet kelenner prederouriezh, skrivagner gall. Bet eo ivez kannad PS er Somme ha ministr an Deskadurezh c'hall (e 2012) e gouarnamant Jean-Marc Ayrault, a-raok bezañ kannad europeat.
Vincent Peillon zo mab da Gilles Peillon (1928-2007), banker ha komunour, rener ur bank sovietek e-maez an URSS, ar Banque Commerciale pour l'Europe du Nord – Eurobank, ha goude rener ar bank gall hag aljerian Union méditerranéenne de banque. E vamm, Françoise Blum, ganet en 1930, a oa un Elzasadez yuzev, bet renerez-enklask en Institut national de la santé et de la recherche médicale (INSERM), hag he zad Léon Blum (1878-1930)6, a oa medisin e Strasbourg, ha mab d'ar rabin Félix Blum (1847-1925) ha da Jeannette Lederman ; e vamm-gozh Thérèse Lion (1894-1985) a oa avokadez ha benelourez oberiant; e eontr Étienne-Émile Baulieu (ganet Étienne Blum), a oa kelenner er c'h-Collège de France, hag e voereb Suzanne de Brunhoff a oa armerzhourez er Centre National de la Recherche Scientifique (CNRS), merc'h-kaer d'an hini a grouas Babar.
Tapet en deus e vachelouriezh da 16 vloaz. Graet en deus studioù prederouriezh er skol-veur Panthéon-Sorbonne. N'ae ket re alies d'ar c'hentelioù met tapout a reas e aotreegezh da 20 vloaz. Goude bout arsailhet e kuita ar skol-veur. Labourat a ra evit ar Compagnie des wagons-lits war al linenn Pariz - Copenhague. Sevel a ra un embregerezh enporzhiañ eoged norgeat a ra war-dro gwerzhañ eoged d'ar c'homiteoù-embregerezh.
Goude e tremenas ar genstrivadeg da vout kelenner prederouriezh en eil derez (CAPES). E 1984 e krogas da gelenn el lise Édouard-Herriot e Lyon, hag e 1985 el lise Pierre de Coubertin e Calais. Prientiñ a reas kenstrivadeg ar skolveuriekadur a dremenas div wech. Daou vloaz e chomas da gelenn e Calais, ha goude e voe kaset da gelenn an danvez-skolaerien da Nevers .
Dilennet e voe da gannad eus 1997 da 2002
En e skridoù e tifenn al laikelezh hag ar frañmasonerezh, a zo dezhañ ur relijion republikan.