Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Youenn Gwernig |
Anv ganedigezh | Yves Louis René Guernic |
Anv-bihan | Yves, Louis, René |
Anv-familh | Guernic |
Deiziad ganedigezh | 5 Her 1925 |
Lec'h ganedigezh | Skaer |
Deiziad ar marv | 29 Eos 2006 |
Lec'h ar marv | Douarnenez |
Bugel | Gwenola Gwernig |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, brezhoneg, saozneg |
Micher | barzh, kaner-sonaozer |
Tachenn | sonerezh folk |
Prizioù resevet | Priz Langleiz |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | SACEM |
Youenn Gwernig, bet ganet e Skaer d'ar 5 a viz Here 1925 ha marvet e Douarnenez d'ar Meurzh 29 a viz Eost 2006, a oa ur barzh, ur c'haner hag ur skrivagner brezhonek dreist-holl ; e saozneg hag e galleg e kane ivez.[1].
Kizeller koad e oa e vicher. Bevet en deus er Stadoù-Unanet e-lec'h m'en deus graet anaoudegezh gant Jack Kerouac, ar barzh beatnik. Savet e oa bet gantañ Radio Tele Brezhoneg, ur gevredigezh evit difenn lec'h ar brezhoneg er skinwel, er bloavezhioù 1970. E penn an abadennoù brezhonek eo bet ivez en FR3 Breizh er bloavezhioù 1980. E 1982e voe deroet dezhañ ar Priz Grand ouest evit e levr kentañ, La grande tribu.
Gant Al Liamm dreist-holl ez eo bet embannet e skridoù brezhonek, ha gounezet en deus Priz Langleiz e 1996 evit hollad e varzhonegoù.
Bet eo bet kentañ prezidant Festival al levrioù e Breizh e 1990 e Karaez hag enoret e voe gant un diskouezadeg e 2014[2].
« Youenn Gwernig a dalvez war eur skrivagner, o veza barz penn-kil-ha-troad. Skrivagner e heller dond da veza, evel ma teuer da veza prezegenner, a-bouez gouzoud ar vicher. Barz ez eur ken abred ha krouet, dre berz eun ijin guz ha ne zarempred ket ar zaliou-gwilioudi. Ha pa 'z eur ganet barz, ar blanedenn a ra deoh endalh d'en em zieubi diouz ar varzoniez evel m'en em zieub eur wezenn, ar barz ne c'hoari ket gand ar maerou-bloaz, anad eo. Ha setu perag Youenn Gwernig en em gav e stad a varzoniez vouilh euz devez kenta ar bloaz beteg hini Sant Jelvestr. N'eus netra zleet dezan evid kement-se, nemed eo kondaonet d'en em houzanv evel m'eo greet. Pebez digouez mad evidom ! »