Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Spagn |
Anv ganedigezh | Álvaro Cunqueiro Mora |
Anv-bihan | Álvaro |
Deiziad ganedigezh | 22 Kzu 1911 |
Lec'h ganedigezh | Mondoñedo |
Deiziad ar marv | 28 C'hwe 1981 |
Lec'h ar marv | O Grove |
Lec'h douaridigezh | Q61391028 |
Bugel | César Cunqueiro |
Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg, galizeg |
Micher | skrivagner, gastronomist, kazetenner, romanter, barzh |
Bet war ar studi e | University of Santiago de Compostela |
Strollad politikel | Partido Galeguista |
Ezel eus | Real Academia Gallega, Real Academia Gallega |
Tachenn | essay, barzhoniezh |
Prizioù resevet | Premio Nadal, Q3393925, honorary doctorate of the University of Santiago de Compostela, Gold Medal for Tourism Merit, Devezh al Lizhiri Galizek |
Álvaro Cunqueiro Mora (Mondoñedo, 1911 — Vigo, 1981) zo ur skrivagner galizeg, romantour, hag unan eus brasañ skrivagnerien Galiza.
Mab e oa da Joaquín Cunqueiro Montenegro, ha Pepita Mora Moirón. Lenn a blije dezhañ, evel istorioù an amzer-se duiwar-benn Buffalo Bill ha Fitz Roy. Kontet en deus en doa skrivet e romant kentañ diwar-benn ar re wenn a gomze kastilhaneg hag an Indianed a gomze galizeg (hag an Indianed a oa trec'h d'ar re wenn).
E studioù kentañ a reas e Lugo ma tapas e vachelouriezh (1921), hag eno e oa kamarad da Evaristo Correa Calderón hag Ánxel Fole. Goude-se e studias prederouriezh e skol-veur Santiago de Compostela en 1927, met paouez a reas da vont da skrivañ er c'hazetennoù, ha kelaouennoù, evel Papel de Color ha Galiza, met dreist-holl «El Pueblo Gallego» adalek 1937. Daremprediñ a rae an ostaleri Café Español. Eno en em gave e wellañ mignoned, Francisco Fernández del Riego, Domingo García Sabell, Gonzalo Torrente Ballester, Ricardo Carballo Calero, Carlos Maside ha Xosé Eiroa, ha bez e voe unan eus kentañ izili ar strollad Partido Galeguista.
En 1936, pa en em savas an arme a-enep ar Republik, edo Cunqueiro en Mondoñedo. Ne voe ket heskinet dre ma oa bras levezon e dud e metoù ar virourien, ha kavout a rejont labour dezhañ en ur skol brevez en Ortigueira, e miz Here 1936. Emezelañ a reas er Falange Española e-pad Brezel Spagn, ha karget e oa eus ar Wask hag ar Propaganda, skrivañ a rae en o c'helaouenn lec'hel Era Azul.
En 1937 e c'houlennas Jesús Suevos, penn bras ar Falanxe en Galiza ha rener El Pueblo Gallego, digantañ ober war-dro pajennoù al lennegezh hag an darvoudoù er pemdezieg ; Álvaro a gemeras ar garg hag ac'h eas da chom da Vigo. E Vigo ivez e kelennas portugaleg ur pennadig en ur skol.
Barzhoniezh
Komz-plaen
C'hoariva
Arnodskridoù