Alfonso X Kastilha, lesanvet el Sabio (ar Fur) ivez an Astrologour[1], ganet e 1221 e Toledo, ha marvet e 1284 e Sevilla, a voe roue Kastilha ha León etre 1252 ha 1284, ha Roue ar Romaned (1257-1273). Brudet e oa e zeskadurezh. Krouiñ a reas Skol Troourien Toledo. Sevel a reas Las Siete Partidas, dastumad lezennoù, e 1260, taolennoù steredoniel, anvet Alphonsines, bet embannet evit ar wech kentañ e Venezia e 1483[1], levrioù echedouriezh, ha barzhonegoù e galizeg anvet Cantigas de Santa Maria.
Pa varvas e dad Fernando III ec'h adstagas ar brezel ouzh ar vuzulmaned, e kemeras Jerez (1253), e tistrujas porzh Rabat, Salé (1260) hag e kemeras Cádiz (c. 1262). En 1264, en em savas mudéjaresMurcia ha lezioù ar Guadalquivir. Evel mab da Beatriz Suabia, e klaskas mont war gador an Impalaeriezh Santel, hag e-pad an hanter eus e vuhez e klaskas kas ar mennad-se da benn-vat, met kazeg a reas.
Diskaret eo bet gant e vab Sancho IV e 1282. Mervel e reas, glac'haret, e Sevilla e 1284
Goude da Felipa de Ponthieu, c'hoar d'e lezvamm, ar rouanez Juana/Janed, ma voe ezhomm da gaout asant ar pab, roet d'an 31 a viz Eost 1237.
Ne droas ket da vat an daou bromesa-se avat.
E 1240 e oa bet skoulmet an emglev evit e zimeziñ da Violante, hervez testamant Jaime Iañ el Conquistador, roue Aragon, graet d'ar 1añ a viz Genver 1241, ma lenner Ioles, coniugi Alfonsi, primogeniti illustris regis Castellae.
Meur a vastard en doe a-raok e eured, ha setu o anvioù:[2]
Berenguela (1253–1300). Anvet da bennhêrez en 1254, ken na voe ganet he breur Fernando. Prometet e oa bet he dorn da Loeiz Bro-C'hall, mab pennhêr Loeiz IX, met ne voe graet an eured rak mervel a reas mab ar roue gall en 1260. Ne voe nemeti, a-douez e vugale hervez lezenn, a chomas a-du gant ar roue pa emsavas an infant Sancho.
Fernando de la Cerda (1255–1275), pennhêr, dimezet en 1269 da Blanca de Francia, merc'h da Loeiz IX, ha bugale dezho. Hogen mervel a reas da 20 vloaz, ha setu penaos e c'hallas e vreur Sancho mont da roue.
Ouzhpenn-se en devoe bugale all, tra ma oa dimezet, gant maouezed all dianav, minored a oad da goulz testamant o zad e Genver 1284 :
Martín Alfonso, abad en Valladolid, meneget evel breur da Urraca Alfonso en dibenn testamant ar roue.
Urraca Alfonso, meneget ivez e testamant Alfonso X, a erbedas d'e verc'h vastard Beatriz dimeziñ anezhi en un doare enoruse. Dimezién a eure da Pedro Núñez de Guzmán, adelantado mayor Kastilha, aotrou Derruña ha San Román, ha bugale dezho.
↑ 1,0 ha1,1M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'Histoire et de Géographie. Embannadurioù L. Hachette et Cie. Paris 1863
↑Salazar y Acha, Jaime de, y David E. Masnata (col.), «Precisiones y nuevos datos sobre el entorno familiar de Alfonso X el Sabio fundador de Ciudad Real» Cuadernos de estudios manchegos, Instituto de Estudios Manchegos, [1], pp. 211–231. ISSN 0526-2623.