Antoine Rault, bet ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1965 e Pariz (Bro-C'hall), a zo ur dramaour ha skrivagner gallek.
Romantour, saver pezhioù-c'hoari koulz ha senarioioù, paket e oa bet Priz ar c'hoariva yaouank Béatrix Dussane-André Roussin gantañ e 2006 evit e oberenn Le Caïman.
Embannet e oa bet e romantoù Le démon de Hannah (2009), Je veux que tu m'aimes (2010), L'Intrus (2011), La Vie dont tu rêvais (2014), Le Système (2015), Un nouveau départ (2016), La Danse des vivants[1], La Traversée du paradis (2018) ha Terminus gant an Embannadurioù Albin Michel.