Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Asher Durand |
Anv-bihan | Asher |
Anv-familh | Durand |
Deiziad ganedigezh | 21 Eos 1796 |
Lec'h ganedigezh | Maplewood |
Deiziad ar marv | 17 Gwe 1886 |
Lec'h ar marv | Maplewood |
Lec'h douaridigezh | Green-Wood Cemetery |
Pried | Mary Frank Durand |
Bugel | Lucy Maria Durand Woodman |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour, engraverien, luc'hskeudenner |
Tachenn labour | livouriezh |
Lec'h labour | New York |
Oberenn heverk | The Capture of Major André, The Hunter |
Luskad | Hudson River School |
Ezel eus | Century Association, Century Association |
Tachenn | landscape painting |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Teuliad arzour e | Frick Art Research Library, Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Asher Brown Durand (Maplewood, New Jersey, 21 a viz Eost 1796 – idem, 17 a viz Gwengolo 1886) a oa en engravour hag ul livour ezel eus al luskad Hudson River School.
E Maplewwod (Jefferson Village d'ar mare-se) e New Jersey e voe ganet Asher B. Durand, eizhvet bugel a-douez unnek ur horolajer hag orfebour a orin gall, un diskennad eus hugunoded hag o devoa tec'het da Amerika goude torridigezh Skrid-embann Naoned e 1685[1].
D'e 16 vloaz, e 1812, ec'h eas da zeskard an engravour Charles C. Wright (1796-1857), ma chomas betek 1817 ; er bloaz-se e voe kevredet gant e vestr en embregerezh Durand and Wright, Engravers, ma voe rener an adstal e New York.
Brudet e voe e 1823 goude engravet an daolenn Declaration of Independence diwar goulenn an aozer, John Trumbull (1756-1843), a gave dezhañ e oa Durand unan eus gwellañ engravourien SUA[2].
A. B. Durand hag e geveler C. C. Wright e voe diazezerien an New York Drawing Association e 1825 e New York ; d'an National Academy of Design e troas ar gwevredigezh-se, ma voe Durand kadoriad adalek 1845 betek 1861[1]
E 1824, Asher B. Durand hag e vreur Cyrus (1787-1868), un engravour ivez hag ur mekaniker donezonet-dreist, a savas ar gompagnunezh Durand & Co., da bal dezhi « engravañ ha moullañ bilhedoù-bank eus ar vegenn » ; adimplijet e voe o labour evit an timbroù kentañ a zo bet moullet e SUA, e 1847[3]. Ganto ivez e voe engravet an heuliad timbroù a voe embannet e 1851-1856[2].
E deroù ar bloavezhioù 1830 e troas Asher B. Durand war-du al livouriezh, diwar atiz unan eus e brenerien, ar marc'hadour taolennoù Luman Reed (1787-1836) hag en devoa harpet al livour Thomas Cole, ur c'heneil da A. B. Durand ha diazezer an Hudson River School.
E 1837 ec'h eas Durand ha Cole da Schroon Lake er Menezioù Adirondacks e biz Stad New York evit tresañ, ha dizale e krogas an engravour da studiañ al livañ dremmvroioù. Hañvezhioù a dremeneas o tresañ er Menezioù Catskill e gevred an hevelep Stad, hag er White Mountains e New Hampshire. Kantadoù a dresadennoù hag a raktaolennoù en eoul war lien a savas eno, a gemeras perzh en diazezañ an Hudson River School.
Brudet eo doare A. B. Durand da livañ gwez, reier ha deil, a live war-eeun en natur evit chom feal ar fealañ ouzh o neuz wirion. Evel izili all an Hudson River Scholl e krede dezhañ e oa an Natur un diskouezadur dreistlavar a-berzh doue ar gristenien.
Koulz A. B. Durand ha Th. Cole a zisfizie diouzh an "araokaat", evel m'en diskouezas Durand e 1853 en un daolenn bet urzhiadet gant ur sterner en hentoù-houarn, Progress (The Advance of Civilization), ma weler Amerika o vont war-raok eus an tu kleiz, an natur, ma'z eus Amerindianed o sellet ouzh an tu dehou ma'z eus hentoù, peulioù pellskriverezh, tiez, un tren ha listri-dre-vurezh.
E Maplewood e varvas Asher Brown Durand d'ar 17 a viz Gwengolo 1886. D'an 21 a viz Gwengolo e voe beziet e Green-Wood Cemetery e New York[4].