Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Bernard Stasi |
Anv ganedigezh | Bernard Paul Ramon Stasi |
Anv-bihan | Bernard, Paul, Ramon |
Anv-familh | Stasi |
Deiziad ganedigezh | 4 Gou 1930 |
Lec'h ganedigezh | Reims |
Deiziad ar marv | 4 Mae 2011 |
Lec'h ar marv | 18th arrondissement of Paris |
Breur pe c'hoar | Mario Stasi |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | politiker, kargiad uhel |
Karg | kannad gall, maer Épernay, Member of the European Parliament |
Bet war ar studi e | École nationale d’administration, Saint-Joseph of Reims, Institut d'études politiques de Paris |
Diplom skol-veur | licence |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel |
Strollad politikel | Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall |
Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor, Marc'heg al Lejion a Enor |
Bernard Stasi, ganet d'ar 4 a viz Gouere 1930 e Reims (Marne) ha marvet d'ar 4 a viz Mae 2011 en 18vet arrondisament eus Pariz, a oa ur politikour he skrivagner gall.
Tud-kozh Bernard Stasi a oa a orinoù lies: Italia, Bro-Spagn ha Kuba. Deuet e oa eñ da vezañ a Gall dre sevel ar goulenn pa oa oadet a 18 vloaz. Breur e oa da Vario Stasi, bet bâtonnier eus Pariz ha da Gérard Stasi paotr ar c'henwerzh[1].
Tabutoù lies a oa bet a-enep an den.
D'ar 6 a viz C'hwevrer 1986, e-pad un tabut gant Jean-Marie Le Pen war France Inter, e embann Bernard stasi « N'em eus ket memes kredennoù a c'hwi », an hini all a respont trumm dezhañ: « Normal eo, dre ma z'oc'h mab d'un envroad ha n'oc'h deuet da vezañ gall pa oac'h 18 vloaz ». Ha Stasi da respont: « C'hwi a embann ne vefe ket tu din, me, mab d'un envroad d'ober politikerezh? ». Le Pen a echu ar gaoz gant ar frazenn « Soñjal a ra din ez eo un afer a doareoù mat »[2].
Goude kouezhadenn Moger Berlin, Jean-Marie Le Pen a dag hag un-dro Bernard Stasi : « Pa vezer anvet Stasi, e reer evel ar strollad komunour, cheñchet e vez anv».
Brudet eo bet Bernard Stasi da geñver harp d'an envroidi dre e levr L'immigration, une chance pour la France. Burutellet eo bet kalz war an dachenn-se betek e-touezh izili e strollad poltitikel. Taget e oa lies evit bezaña-du gant an envroañ meur, gant ar metoù broadelour met ivez gant Christian Bonnet da skouer ezel d'an UDF.