Carlo Emanuele Iañ Savoia (1562-1630) a oa dug Savoia war-lerc'h e dad . Mab e oa da Emanuele Filiberto Savoia (1528-1580) ha d'e bried Marc'harid Bro-C'hall (1523-1574) .
E diskar-amzer 1588, e-keit ma oa brezel-diabarzh e rouantelezh e genderv Herri III, ec'h aloubas Markizelezh Saluzzo, a oa gwarezet gant Bro-C'hall. Roue Navarra, deuet da vezañ roue Bro-C'hall e 1589, a choulennas groñs ma taskorfe an douar laeret, nac'h a reas Carlo Emanuele, ha brezel etre an div vro.
Dimezet e oa da Catalina Micaela Aostria (1567–1597), ur verc'h da Felipe II, roue Spagn, ha d'e drede pried, Isabel de Valois.
Dek bugel he doe Catalina Micaela Aostria (1567-1597):