Domingo Tejera, bet ganet d'an 22 a viz Gouere 1899 e Montevideo (Uruguay) hag aet da Anaon d'an 30 a viz Mezheven 1969 er memes kêr, a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (difenner e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, en Uruguay :
Ugent gwech en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1922 ha 1932, hep merkañ pal ebet.
Kemeret en devoa perzh Domingo Tejera e pevar dalc'h hag aet ar maout gantañ e 1920 hag e 1926 hep c'hoari munutenn ebet e-kerzh ar c'henstrivadegoù !
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa voe renket da drivet e 1922. C'hoariet e voe an holl grogadoù en Estádio das Laranjeiras (Rio de Janeiro (Brazil)) ha sed amañ da-heul ar re en devoa kemeret perzh enne :
Ezel e oa eus skipailh Uruguay pa voe renket da eil e 1927. C'hoariet e voe an holl grogadoù en Estadio Nacional del Perú (Lima) ha sed amañ da-heul ar re en devoa kemeret perzh enne :
Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). N'en devoa c'hoariet krogad ebet.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :