Ar femme fatale zo un anv gallek, adkemeret e kalz yezhoù all, a vez graet eus un dudenn el lennegezh (adkemeret goude er fiñvskeudennerezh), hag a zo ur vaouez a zegas ar marv d'an dud, hag a c'hallfe bezañ matezh an Ankou e brezhoneg neuze, pe da vihanañ droukchañs d'ar wazed hoalet ganti.
Kavet e vez e mojennoù an holl vroioù hag a-hed istor al lennegezh, gwech evel morganez, pe sunerez-gwad, diaoulez pe sorserez, gwech evel soudardez, spierez, ha micherioù all c'hoazh. Sachañ a ra gwazed dinerzh daveti, paket e rouedoù o c'hoant.
Unan eus penntudennoù al lennegezh hag an arz eo eta, abaoe hor mamm Eva. Galloudoù hud he deus, teogiñ a ra he freizh, ur gwaz (peurliesañ) eta, evel pa vije un diaoulez tec'het eus puñs an ifern, o c'hoari gant he c'hened, gant he hoal, ha gant ar c'hoant c'hwezhet er wazed, da gas he mennozh kuzh da benn-vat.
Met ouzhpenn gant he c'horf e oar c'hoari ha mont a ra betek livañ gevier ha mont dre nerzh. Gant kontell pe kontamm e oar ober ivez.
A-wechoù avat ne vez nemet ur paourkaezh plac'h paket e rouedoù an tonkadur, evel er film du The Lady from Shanghai e 1948 .
En amzerioù kozh ec'h anavezed:
E Breizh e kaver Dahud, Izold, Morgana, Mari Vorgan, ha korriganezed ha kannerezed-noz.
Anavezet eo ivez en Azia, hag e Sina ez eus bet tamallet priedoù-kleiz da vezañ bet kiriek da wanded pe mont da get tierniezh pe dierniezh.
Eva an hini a enkorfe dañjerioù revelezh ar merc'hed hervez kredennoù ar Grennamzer. Fata Morgana a ranno an enor-se ganti adal ar mare-se.
En XIXvet kantved, e-kerzh ar Romantelezh, e vleunio ar femme fatale, e barzhonegoù evel re John Keats, La Belle Dame sans Merci dreist-holl, ha Lamia.
Ar femme fatale zo bet poltredet evel ur sunerez-gwad ; gant he hoal e tenn o nerzh hag o frankiz digant he serc'heged. Rudyard Kipling zo bet awenet e 1897, gant ur sunerez-gwad livet gant Philip Burne-Jones, ur skeudenn aroueziek eus ar marevezh, da sevel e varzhoneg "The Vampire". Brudet e voe ar skrid ken e voe, hag an diskan "A fool there was...," a ra anv eus un den hoalet gant ar sunerez-gwad, a deuas da vezañ ur film hag a reas berzh e 1915, hag anvet A Fool There Was gant Theda Bara evel sunerez gwad an den kaezh.
Ar vaouez-se eo an dudenn greiz e filmoù evel Body Heat, gant Kathleen Turner, The Last Seduction, gant Linda Fiorentino, Fatal Attraction, gant Glenn Close, ha Basic Instinct, gant Sharon Stone.
E-touez ar wazed se e lakaor Don Juan, Heathcliff er Wuthering Heights, an darn vrasañ eus harozed ar barzh saoz Lord Byron (ar "Byronic hero"), Drakula, Harthouse en Hard Times gant Charles Dickens', Georges Querelle Querelle de Brest gant Jean Genet, James Bond en oberenn Ian Fleming ha Tom Ripley e romantoù Patricia Highsmith[1].
Oberennoù